Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/146

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 146 —

— Koll a rafomp hon eor ! a vousgomzas ar pôtr. N’eus forz, n’eus forz !

Goustad e chach war ar bos.

— Evez, evez Yann !… Evez, pa vo tremenet an nogejou [1]… evez, evez !

An tôliou-mor a freg war beg ar garreg hag a c’holo pep gwech an tad hag e vab.

Pa deu eun tôl-mor re vras, Bilzig a leusk e bos gant ar vag, ha goude e chach adarre warni,

— Evez, evez, Yann !… evez, Yann !

Houp ! houp ! chacha ’ra a dôl [2] war ar bos : diarog ar vag a zo war ar garreg. Yann a laka e vab er vag vihan. Hen n’eus ket bet amzer da lammet e-barz. An tôl-mor a freg…

Eus an ôd e sav eur griadenn.

Kregi a ra Yann en he listenn ha bouta an neus grêt ar vag. An tôl-mor a freg war ar vag vihan, met skanv ec’h a, distag eus ar garreg. Ar vugale a zo goloet a zour ; leuniet eo adarre ar vagig, evelkent e chom c’hoaz war c’houre… Met Yann ne c’hall ket sevel enni.

— Dour er-mêz ! dour er-mêz !… pe ec’h afomp d’ar fonz !

Oulierig a gren, astennet er vag. Bilzig a rank lakaat eur gordenn dindan diou gazel Yann, evit hen delc’her a-hed ar vag.

Nebeud goude, gant sikour ar pôtr, an neus gallet sevel er vag. Hag ar paour kêz tad a goueas ive e fonz ar vag, dinerzet. Troc’het gant Bilzig ar bos, kollet an eor : n’eus forz, eur wech all e teufer d’o c’hlask.

— Ar ronviou, pôtred !

Gleb e oant, gleb-dour-teil. Hag e miz meurz ne ve ket tomm an amzer. An daou vugel a grene gant an aoned hag an aon. Oulierig en fonz, war barlenn e dad, a grene ken a strake e zent en e c’hinou.

  1. An nogejou, les grands coups de mer qui se soulèvent tous les neuf coups.
  2. A dôl, d’un coup brusque.