Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/148

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 148 —

Bilzig a zistroas d’ar vag.

— Saïg, emean, miret am eus d’ec’h lod ar vag. Setu aze dindan ar vregach eul legestr : d’ec’h eo ; lod ho pâg hâ lod Fieg. Ha du-hont war an a-rôg a zo eur zilienn.

Saïg, hep ober van a netra, a zavas an tamm koad, hag a welas en dour eul legestr.

— D’ec’h eo, Saïg.

— Ma ! trugare d’it, Bilzig.

Hag o daou gant ar mare hag an tôliou-mor int deut goustad er porz. Saïg gant e legestr ac’h ês d’ar gêr, ha Bilzig, gant e zaou vouteg goullo hag e zilienn, toutek a antreas e ti Izabel. Gwisket an neus dilhad sec’h ha fresk. Eur skudellad soubenn al leaz tomm a oa war an daol eus e c’hortoz.

— Penôs e oa erruet an tôl, Yannig an neus hen kontet d’emp, eme Izabel.

Nebeud goude, Bilzig a welas e gabiten, Saïg Jelvest, oc’h antren en ti.

— Ac’hanta ! ac’hanta ! ha va daou vartolod ?… Bet on, eme Saïg, o kas al legestr d’ar maner : eiz real am eus bet evitan.

— Eiz real ! Saïg, gwell a ze ! gwell a ze evidoc’h.

— Evidon-me, a respontas Saïg, evidon-me… marteze. Piou an neus e c’honeet ?… Evidoc’h, Izabel, evidoc’h, evit va mous pehini n’an neus ket kollet an nord. Ha koulskoude !… Eur gwaz, pa lavaran d’ec’h, Izabel !… Eur gwaz, han, Bilzig !

Hen gant e vanch a sec’has e vuzellou glebiet gant e chik.

— Warc’hoaz, pôtr, ma ve brao an amzer, ec’h afomp da glask an eor.

— Ya, ya, Saïg.

— Ha, evelkent, ma na zebret ket ar zilienn en he fez, marvad a rofet d’in eun tamm anei evit tafea…, lodenn Fieg.

— Kaset anei ganec’h, Saïg, kaset anei ganec’h !

— Eun tamm, Izabel, eun tamm… lod Fieg.

Saïg an neus bet an hanter eus ar zilienn.

Ha pep-hini, goude eun devez ken trubuilhet, ac’h ês d’e wele, evurus evelkent eus e zevez.