Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/153

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 153 —

a oa manet gantan war-lerc’h ar c’hartou hag ar merc’hed. Gwir pe c’haou ?… An dra-ze ne zell ket kalz ouzomp-ni. Ar pez a oa anat evit an holl, ar marc’heg a oa deut da di e vamm da Gervarker.

Amezeg e oa eta deut da Gastell-Brechou ; hag evel amezeg, meur a wech, e teuas d’ar c’hastell da ober eur gweled d’an itron. Ha, ken alïes gwech ha ma teuas d’ar c’hastell, e welas Janedig en e kichen, ha ne oa ket bet pell o c’hoût piou a oa ar plac’hig koant-se. Janedig a vije bet, evit ar marc’heg merc’hetaer, eul lapousig a briz da lakaat en eur gaoued arc’hantet. Ya, met siouaz d’ean, ar marc’heg an nevoa hanter-kant vlâ, Janedig ugent, hag ouspenn-ze eur spered fur ha skiant-vat.

Dont a rê eta ar marc’heg da Gastell-Brechou, e preder gwelet an itron, e gwirione evit gwelet Janedig. Plijout a rê d’ean muioc’h-mui. Ha, pa ziskenne a-wechou d’ar bourk, e vije evit mont d’an ti-gward evit kôzeal gant ar valtouterien, evit dont da vea deut mat d’an ôtrou brigadier. Hag heman, lorc’h ennan, evel just, da vea darempredet gant marc’heg Kervarker. Hag evel-se an ôtrou Leskorr a wele Janedig a-wechou er gêr, a-wechou all er c’hastell. Homan ne oa ket, e tleet va c’hredi, bac’h a spered, pell ac’hane, ha buan he devoa divinet war betore hent an nevoa c’hoant ar marc’heg da vale.

Met eviti, koz douar e oa ar marc’heg. Dirak he Erwanig, dirak sklerder daoulagad glas he Erwanig, petra a dalvee daoulagad hanter-varo ar marc’heg ? E vleo melen, skeudenn eur mintinvez, pegen koant en kenver penn moal an ôtrou… Pa zelle outan, krinet e vin ha dislivet, krommet e ziouskoa dindan ar blâvejou, ive dindan pouez ar vuhe diroll an nevoa renet, e serre he daoulagad ; hag he c’halon…

Ya, met an ôtrou marc’heg an nevoa c’hoaz pe an nevo, en-dro d’e vaner, komananchou Keraël, Kerargoaz, Keriziou, daou pe dri vil skoed leve elbedet d’ean gant e vamm, itron goz Trederennaderez Kerangouez. Lavaret a rêd ive penôs he devoa c’hoaz, entre Gwengamp ha Lannuon, peder vereri hag eun toulladig komananchou.