Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/157

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 157 —

Koant meurbed e oa Janedig o tiskenn eus he c’harronz : ar merc’hed a zifonse gant an erez.

— Sell, eme homan, eus he lostenn zei, sell eus he goueledenn arc’hantet !

— Sell eus he mouchouer zei ! eme eben. E c’harlantezenn, ledan evel va dorn, a goue beteg an douar… Ha war he fenn, sell, eur gornetenn dronset dantelezet, ar gaera am eus biskoaz gwelet.

— Netra ken koant hag ar boutouigou marellet a zo en he zreid ! eme unan all. Hag ar chadenn aour a zo en he c’herc’hen ? Teir gwech a ra an dro d’he goug !…

Paour kêz Erwanig !… Daoust hag e sonj a oa deut er beurevez-ze war evor Janedig ?… Daoust hag ?… Met abalamour da betra lakaat da veva, en spered an dud evurus, mennoziou ken chifus ?… Erwanig a zo pell pell, du-hont, war ar mor…

Keit ha ma c’hijent, en-dro d’ê, ar mennoziou-ze, ar sparl drêz a stoufe dor ar vered a zo koueet. Dor-dal an iliz a zo frank-digor ; war an aoter vras, ar goulou koar a luc’h ; an ôtrou person, ar c’hure, ar zakrist hag ar c’holisted a zo o c’hortoz…..

… Eureujet Janedig. Tafeet he deus ar bara hag ar gwin a zo bet kinniget d’ei gant diou dimezell, en distro eus an iliz, war droad ar groaz.

Tud an devez a zo aet da Gervarker : eno e vefont pell diouz ar bourk, eno e c’hallfont debri, eva, kana, dansal, eno ne vo ket warne bantet lemm ha goaper daoulagad ar bourkiz.

Goude kreiste, er bourk hag e Pennenez tud trefuet meurbed. Ar bôtred yaouank a deue, ac’h ê dre aman, dre a-hont, eus an eil ti d’egile :

— Dont a rafet emberr da Gervarker ?… Digaset pep-hini ganec’h ho kerniel-boud, ho pilligou arem… Deut emberr da valarjea.

A-rôk an abardae, ar bourk a oa leun a dud diwar ar mêz, deut gante pilligou, taboulinou, bombardou ha biniou : pevar