zac’h-biniou, c’houec’h bombard, tri daboulin, ha n’ouzon ket ped pillig arem ha ped korn-boud.
Ar zonerien a oa bet unanet gant Bilzig hag ar bôtred all en osteleri, evit diski ar zon grêt da Janedig. Peb a werennad mat a win-ardant o deus bet, evit lakaat en o c’halon nerz ha laouenedigez evit c’houeza er biniou, skei war an taboulinou. Disket gant ar zonerien an ton hag ar zon.
— Alo ! alo ! eomp breman da valarjea, da valarjea !…
Bilzig gant eun toullad pôtred all a hencho ar vagad.
Tremenet Pennenez ha Keraudren. Kent erruout gant maner Kervarker, ar zonerien a reas eun diskuizadenn a-rôk an arvest.
— Da genta e vo kanet an Hini goz troet en Hini koz, d’an eilved, Son Janedig ! a gemennas Bilzig.
Pa erruas ar zonerien en Kervarker, an hent bras, ar c’hleuniou, al liorzou, tro-war-dro, a oa leun a dud, deut eus a bep korn ar c’hanton, deut evel just da valarjea. Darn, pôtred bajanek [1] pe verc’hed divaoue [2], a grede penôs e oant bet, en gwirione, pedet da valarjea, da eva jistr, da zebri gwadigennou ha rost-kandadenn. An darnvuia a oa deut evit o flijadur, evit kana, dansal, youc’hal, ober trouz ha jolori : jalivari !
War an dachenn, dirag ar maner, ar voubou a zave eus eun hevelep engroez a davas. Pôtred ar biniou a c’houezas en o zïer, ar peder vombard a unanas o zoniri ; an tri daboulin hag ar pilligou, pep-hini en o lec’h, a roio o skoazell dudius d’ar zoniri, hag entre pep kouplad ar c’herniel-boud a fredono, a richano, tre ma c’hallfont. Ha bec’h d’ei !
— Alo ! pôtred, eme Bilzig, alo ! alo ! pep-hini gant e jeu !… An Hini koz… Prest omp ?… Dao d’ei !…
- An hini koz eo va dous,
- An hini koz eo zur.