Ha mouez an holl dud, unanet en-dro d’ar maner, a zavas da heul ar zoniri :
- An hini koz eo va dous,
- An hini koz eo zur.
- An hini yaouank a oa koant,
- An hini koz an neus arc’hant.
- An hini koz eo va dous,
- An hini koz eo zur.
- Ha koulskoude pa er sonjan,
- An hini yaouank eo ’r c’hoantan.
- An hini koz eo va dous,
- An hini koz eo zur.
Kement den a oa eno a anavee hag an ton hag ar zon, hag a gane flour, flour, m’en assur d’ec’h, oh ! ya, ha diwar bouez o fenn, an ouidell dudius da ziouskouarn Janedig ha da re he ôtrou.
Ar biniou, ar bombardou a gane da heul ar moueziou, ar pilligou arem a groze, an taboulinou a skloke, ar c’herniel-boud a vleuje. Ha setu eur jolori biskoaz ken dudius all. Diou leo tro-war-dro, e oa bet klevet ar jabadao a-dreuz ha dreist ar mêzou, dindan tenvalijenn an noz sioul ha skeltr.
Marvad ar zonig a oa bet klevet ive er maner, daoust d’ar prenechou da vea bet serret mat. Janedig a ouele ; an ôtrou, en he c’hichen, evit he frealzi a lavare d’ei penôs e tizo ar zonerien.
— Paea a refont an daerou a skuilhet, va dousig koant Janedig !
Ar brigadier a rê leou-douejou spontus, euzus, p’eo gwir penôs he wreg war bep-hini anê a rê sin ar groaz. Met den er maner ne grede finval dirag eun hevelep arvest, dirag eun niver ken bras a dud.