- Am wisko, am ziwisko, ’zibrenno va boutou,
- Am lakaio dit gousket e-kenver va ôtrou.
Pa eo bet echuet ar zon, an holl dud en eur vouez a grias :
— Adarre ! adarre !
Hag ar biniou, ar bombardou, an taboulinou, ar pilligou arem en-dro !… A dra zur, n’an neus ket unan eus ar vagad ha n’an neus ket fredonet, kanet, youc’het war-lerc’h ar zonerien : « Pell zo eman Janedig… » hag « An hini koz eo va dous… ». Evelkent setu aze eun arvest burzudus, neketa ? Biskoaz kemend-all ne oa bet na gwelet na klevet er vro.
Janedig ive a gleve he zon, a-dreuz mogeriou ar maner, met n’he devoa ket kalz a c’hoant da gana, nag ive he ôtrou, na kennebeut an itron goz. Homan, spouronet holl, mantret gant an droug a oa enni, aet a oa d’he gwele, dilezet ganti tud an devez.
Hag ar re-man ? An itronezed, an ôtrone pênos e kavent an doare ?… Hag ar vererien ?… Oh ! evit ar re-man forz ne rênt eus ar jolori : en zal vras ar maner brao ral e oant e-barz, oc’h eva jistr, o tebri kig rostet hag a bep seurt meujou, a bere n’o devoa biskoaz tafeet. Plijadur ral o devoa o klevet ar zon. Tommet d’ê, evurus e vijent bet da zansal gant ar re a oa er-mêz.
An itronezed hag an ôtrone a oa en-dro da Janedig ha d’he ôtrou, evit o frealzi. Met Janedig ne oa ket eun diodez hag a lenne sklêr war o daoulagad o flijadur ha war o diweuz mousc’hoarz goaper o levene. Warc’hoaz, goap a vo grêt outi, en pevar c’horn eskopti Treger.
Sonj ebet n’he deus breman Janedig eus he Erwanig : aet eo er-mêz eus he evor. Itron eo, hag itron e vo. Ya, ya, itron eo ! Ha mar gallfe, mar gallfe ! Met petra ?… Noz eo, netra da ober… enep eun niver ken bras a dud. He zro a deuio…
Hag, e-pad m’eman ar mennoziou o vervi en he empenn, e klev, sklêr ha frêz, o sevel beleg enni, a-dreuz mogeriou he maner, ar zon dudius a zo bet grêt d’ei :
- Nan ouzoc’h ket ar galleg, kennebeut ar c’hadans,
- Nan eo ket en brezoneg e tiskours an noblans.