Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/165

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 165 —

— Hi ! hi ! hi ! a rê ar barner, o serri he lagad klei. Hi ! hi ! hi !… Eur wech all, neketa, Jaketa, e kanfet anei d’in penn-da-benn ?…

— Ya, ya, ôtrou barner.

Hag evel-se e oa bet grêt an enklask. Aet an enklask en kas.

Ma ! evelkent Janedig — ha daoust d’he jalivari da vea bet unan eus ar re gaera, an dudiusa marvad a oa bet biskoaz savet er vro — Janedig a zo itron : gwreg eur marc’heg eo, en karronz e teu pep sul d’an oferenn-bred ha d’ar gousperou. Pemzek kant skoed leve he deus hag eur maner… Breman e oar mat ar galleg, ive ar c’hadans. Mont a ra d’ar bal da Vontroulez ha da Roazon, darempredi a ra holl dudjentil Breiz-Izel.

Ankouaet gant Janedig jalivari he eured, ankouaet gant an noblans he gouenn dister. Janedig a zo eun itron.

Ar vartoloded, ar vererien, pôtred ar c’homananchou nan int ket ken ankouaüs : o evor a zo dounoc’h. Breman c’hoaz — kant vlâ tremenet a zo abaoe an eured — breman c’hoaz e talc’her koun eus jalivari itron yaouank Kervarker. He zon a ve kanet en eureujou, evit ar c’houlennadegou, evit malarje ha fest ar gwadigennou, ha, mar keret, lenner pe lennerez, me a gano anei d’ec’h evit frealzi eun tammig ho kalon hag ho spered, pa vefont lijennet gant ar velkoni pe an dristidigez.


————