ar Vran he devoa lammet. Eno ar paour kêz gober a chomas start : evel eur yenn eo en em siket entre diou beg garreg. Eno e chomo.
Bilzig, krog er varrenn, a zo astennet a-hed e gorf : ne oa ket bet diframmet gant an tôl-mor.
An tôliou-mor a yud war ar Vran dismantret. Met tre a zo hag ac’hane n’ ec’h aio ket : skoret mat eo eno.
Bilzig a zavas neuze en e zav.
Hag an daou all ?… Aet er-mêz gant an tôl-mor euzus a fregas warne.
Klasket an neus e gabiten. Petra eo deut da vea ?… Kavet an neus anean war diarog ar Vran, hanter varo. Poan an neus bet o tiskenn e gabiten er gambr : eno e vefont da vihana en disklo. Gallet an neus enaoui ar c’houlaouenn. Lakaet an neus Glaoda en e wele ; krena a rê gant an aoned hag ive gant ar boan. ar paour kêz kabiten. An tôl-mor an nevoa diframmet anean diwar ar varrenn, stropet anean ouz al listenn ha brevet d’ean e izili ; an eil tôl-mor an nevoa ruilhet anean beteg an a-rôg.
Eur voutailhad gwin-ardant a oa en armel ar gambr : roet an neus d’ean eur bannac’h mat.
Ar mor en-dro d’ê a groze, an avel a skrije : aman, da vihana, emaint en savete. Met e pelec’h emaint ?
— Hag an daou all, Bilzig ?
— N’ouzon ket, kabiten.
— Na gwasa tôl-amzer, pôtr !
Da c’houlou-de, an avel a zinerzas eun tammig. Pa zavas war ar pont, e welas ar Vran entre diou garreg uhel : unan anê a roe skoazell d’ar Vran eus tu ar mêz hag he devoa miret na vije bet dismantret krenn gant an tôliou-mor ; eben a dorre nerz an avel diwar an douar.
— En antre Perroz omp, kabiten, eme Bilzig.
Ar Vran a zo dizoloet abret gant ar valtouterien hag ar besketerien, hag, a-rôk kreiste, an daou bunseo a oa en o gwele e-barz gwella osteleri a oa en bourk Perroz.
Bilzig, tomm d’ean, an neus grêt eur gouskadenn vat, met ar