Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/175

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 175 —

all da Izabel evit he zikour da zevel he bugale, hag ar gwenneien all a deuio eus punse ar c’hober a vo d’it. D’it ive an ti hag ar parkeier a oa d’ean. Ha selaou breman petra an neus skrivet evidout.

« Evel ma c’houzon dre anaoudegez vat penôs Bilzig, eus e hano Y. Tanguy, a zo bet eur pôtr mat evit e vamm Izabel, evel ma eo bet atao evidon eur martolod mat hag eun den a zoare hag a skiant-vat, e fell d’in rei d’ean va holl feadra evit hen skoazella, evit rei d’ean ar sikour an nevo ezomm evit kendelc’her da vea eun den fur, eun den a vadelez, evit ma teuio da vea eur gwaz, talvoudek d’e dud ha d’e vro. Marteze eun devez e vo eur c’habiten, eur c’habiten e-touez ar re wella. »

Setu e skrid, Tanguy.

— Otrou person, grêt e vo herve e youl, eme Bilzig, e galon ankeniet, an dour en e zaoulagad. Bennoz Doue d’ean, ôtrou person ! Bennoz Doue d’ean !…

An de war-lerc’h, goude oferenn ar zervich bras, ar pôtr ac’h ês da gimiadi diouz e gabiten ; hag eno, war e be, en e galon, grêt gantan al le da heuilh penn-da-benn youl madelezus e gabiten.

Sevel a eure c’hoaz war beg ar c’hastell : ac’hane e tizoloe ar vered hag ar c’herreg war bere e oa bet dismantret ar Vran.

— Kenavo d’it, Bran gêz !… Kenavo d’ec’h, va c’habiten !…

Lezel an neus entre daouarn an ôtrou person an arc’hant hag ar paperiou. Goude e teuio d’o c’herc’hat.

— Roit d’in evelkent eur gwennegig bennak, ôtrou person, evit mont e beaj, evit prena ive eun draïg bennak d’am mamm Izabel, d’am breur ha d’am c’hoarezed : setu erru an de kenta ar blâ.

Dont a eure war e droad betek Lannuon. Eno, prenet gantan o derou mat d’ar vugale ha d’e vamm, e kavas eur c’harr evit hen dougen betek Sant-Efflam. Ac’hane, a-dreuz an arvor hag ôd Lokirek, ec’h erruas er gêr a-rôk serr-noz.

Izabel hag he bugale a oa gant o c’hoan. Izabel, pa hen gwelas :

— Uchekon ! pôtr. A belec’h e teuez-te ?