Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/176

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 176 —

— Eus a Berroz, mamm.

— A Berroz ?… Petra a zo bet c’hoarveet gant ar Vran ?

Ar Vran a zo kollet, mamm.

— O Jezuz ’ta va Doue !

— Ya, en nozvez an tôl-amzer… An daou vartolod a zo beuet.

— O Doue ! Hag o gwrage ? Hag o bugale ?… Santez Vari !…

— Ar c’habiten, mamm Izabel, a zo maro. De a-rôk dec’h eo bet beziet en Perroz, ha va-unan, mamm, va-unan…

— Na pebez glac’har ! na pebez spont, va Jezuz !

— A-rôk mervel, mamm, a-rôk mervel… (poan an nevoa ar pôtr o tigech ar giriou), a-rôk mervel, an neus roet d’imp e beadra, e di, e barkeier. Peb a gant skoed e ro d’an diou intanvez, ha d’ec’h ive kemend-all.

Izabel a chomas sebezet : ne oa ket evit komz.

— Setu ive, mamm, traouigou am eus prenet d’ec’h ha d’ar vugale.

Hag hen o tispaka eur mouchouer gloan da Izabel, eur gorfenn mezer da Vadelen, eur oueledenn da Gatellig, eur boutou goloet hag eun tok da Yannig.

— Ha kant skoed ho po ive, mamm Izabel. Ar pez a vano a vo implijet goude, herve youl ha skrid ar c’habiten.

Izabel a zavas eus taol : dont a eure da gaout he mab hena azeet war penn ar skaon.

— O va mab, va mabig !

Hag Izabel a ouele ; an daerou a ruilhe war he diouchod, en eur bokat da Vilzig. Ha ne oa evit lavaret nemet « O va mab, va mabig ».

— Tavit, mamm Izabel, tavit… Na pegement a boan hoc’h eus-hu gouzanvet evit sevel ho pevar bugelig !… Doue an neus bet true ouzoc’h. Ar c’habiten a ouie mat talvoudegez ho puhe. Pa gôzee diwar ho penn, e vije atao evit ober ho meuleudi, anaveout ho nerz-kalon. « Eur vamm vat, Bilzig, a lavare-hen atao, eur vamm vat Izabel ! » Hag abalamour da ze, marvad, an neus roet d’ec’h ar pez a oa d’ean.

Gwelet e oa bet ar pôtr oc’h erruout er gêr, ha, nebeud goude,