e imor ha ken alïes trec’het warni. Piou a c’hallo biken poueza e balans ar vuhe talvoudegez eur vennoz a garante war spered ha war galon eun den yaouank. Buhe Bilzig a zo bet sklerijennet, holl alaouret gant an êzenn kunv ar garante a c’houezas abret war e galon a vugel paour hag emzivad.
Er gêr eta Bilzig a chomas e-pad ar goanv, e-pad an tri miz rusta evit ar vartoloded. E-pad an amzer-ze, peurdisket an neus da Vadelen lenn ha skriva rez ha frêz, ha d’e vreur Yannig skriva ha lenn plen. Met heman a oa kaletoc’h e benn.
Gant miz ebrel e teuas an amzer vat, hag, eur zadornvez, Bilzig ac’h ês da Vontroulez. Meur a lestr a oa er porz. Eur viskinenn a oa karget a hei evit an Naoned : dustu eo en em ginniget evit bea lakaet war ar roll. Digemeret eo bet gant ar c’habiten.
— Diziou, pôtr, ec’h afomp er-mêz.
— Dimerc’her, a-rôk an noz, me ’vo en ho pourz, kabiten.
An de war-lerc’h e oa sul Fask. Bilzig a oa evurus. Gwelet an neus o tiskenn eus o c’harronz an itron ha dimezell Tremedern. N’an nije ket bet kuitaet e vro, e galon laouen, ma n’an nije ket bet gwelet an dimezell yaouank. Sellet he deus outan, anaveet he deus anean, hen goût mat a ra. Ha d’ean he deus goustadik mousc’hoarzet ; n’he deus ket eta ankouaet penôs Bilzig an nevoa d’ei gwechall savetaet he buhe. Da eo d’e galon sellet outi.
Pegeit e vo breman hep gwelet he ment vrao a bôtrezig, bremaïk eur plac’h yaouank ?…
— Netra anei, eur plac’hig a netra ! a c’hrozmole ar vartoloded koz.
— A netra, pôtr kêz !… Me a zalc’hfe anei war balv va dorn !… a lavare da Vilzig unan eus e gonsorted.
Bilzig ne lavare netra, met ne venne ket nebeutoc’h.
Aet int en o c’harronz, met ar skeudenn a zo doun siket en kalon ar pôtr : gantan ec’h a da vont war ar mor. Hi a sklerijenno buhe ar pôtr hag a zigaso anean d’ar porz ha d’ar gêr, fidel d’ar garante an neus roet hep fe nag esperans.
Ar merc’her goude kreiste eur c’harr a skoras war ar c’haë