gwechall, pehini hoc’h eus ranket gourdrouz ken alïes, ha pehini evelkent, mamm Izabel, ho karie eus a greiz e galon.
Eur pok start da Vadelen, da Yannig, da Gatellig, ha d’ec’h ive, va mamm, evit ho madelez e-kenver eur bugelig emzivad. Bennoz Doue d’ec’h, hag eur pok start, start d’ec’h, va mamm ger !
Va mennoz alïes a deuio karantezus da nijal etrezek va bourkig ; dont a raio da azea ganec’h ho pevar war an oaled e-pad ar goanv-noz ; ganec’h e teuio da ober eur gôzeadenn, da respont ar pedennou, kent monet da gousket.
Ha c’houi, neketa, mamm Izabel, eur wechig an amzer, a raio eun tammig distro war an hini a zo aet pell, pell !… Ha, pa grozo ar mor war vili ar Vranniou, war gerreg an ôchou, pa yudo an avel er gwe tilh a zo el lïorz a-dreg an ti, c’houi, neketa, va mamm ger, a zavo ho mennoz etrezeg an hini a zo aet kuit, c’houi a lavaro eur bedennig evit an hini a zo pell diouz e vro, pell diouz ar re a gar hag a zo bet evitan bepred trugarezus, bepred madelezus.
Eur pokig c’hoaz d’am breur ha d’am c’hoarezed. Ha d’ec’h, mamm Izabel, eur pok anaoudek ha karantezus digant ho mab hena.
Y. TANGUY,
martolod
en bourz ar Gornaouek
eus an Naoned.