Tao ! tao ! bihanig, |
Pa vije brao an amzer, kousket Katellig en he c’havell, tomm an heol, Bilzig hag an daou all ac’h ê da c’hoari war an ôd, en trêz, gant ar vugale all. Ha da redek, da c’hourenn, da vera o c’horf hag o dilhad [1]. Eur wech an amzer, Bilzig a deue da welet hag-en a oa dihun ar bôtrez. Hag adarre d’an trêz. Naon d’ê ha skuiz, neuze an trikon toutek [2] a deue d’ar gêr, hag, a-wechou, o mamm a vije er gêr o c’hortoz. Droug a oa enni pa gave he hini diwea o voac’hal hag o c’harmi, sklaset he zreid en he gwele. Met gourdrouz ha gourc’hemenn a dreuz buan penn eur pôtr na nao na dek vlâ, hag, antronoz vintin, n’he dije ket Izabel pignet ar c’hra, gant he boutegad meskl, ma vije Bilzig hag an daou all oc’h heul kanfarted ar bourk. Madelen ha Yannig a chache anean gante.
— Deus, Bilzig, deus… Katellig ne zihuno ket !…
Ha Bilzig en em leuske da vont, a-enep urz ha gourc’hemenn e vamm. Houman n’oa ket nec’het da welet he bugale o redek dre ar bourk, rak, pa ’c’h ê abret eus ar beure da werza he boutegad, peurliesa n’he dije ket amzer da gempenn anê.
Pa chome er gêr, e roe d’ê he ôtre da vont da c’hoari gant ar re all, e-pad ma vije oc’h ober he ziegez. Neuze e vije skubet an
- ↑ Mera o c’horf hag o dilhad, expression courante pour dire que les enfants se battaient et déchiraient leurs habits.
- ↑ Trikon toutek, Trikon, trio. (Cf. an trikon a zo ganeoc’h ? Vous avez les trois rois ?… expression des joueurs de cartes). — Toutek, craintif, honteux, confus, comme l’enfant qui, ayant commis une faute, vient quand on l’appelle, mais toutek, confus.