Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/22

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —


— Alo ! eme Bilzig : Bia bia bia la… Lakit aman war an dôl pep-hini e viz-yod en e zav.

Grêt gante eur c’helc’h ha ledan, Bilzig a droe e viz en kreiz, en eur lavaret :

Bia bia bia la
Piou a yelo da gika ?
« C’est la brunik »
A Bempoulik
A deus torret he askellig.
Rastell, dirastell,
Tenn da viz er-mêz ar ganell
Pe m’en troc’ho gant va c’hontell.

Gwaz d’an hini a vije tapet d’ean e viz ! Pinijenn d’ean ha petore pinijenn ?… Mont da bokat dek gwech d’an drezenn-bod pe d’ar billig, da denna gwin eus an treust, da fluta moc’h munud. Pinijenn ar bôtrezed ne vije ket ken kalet.

Skuiza a rê buan ar vugale gant eur c’hoari, ha da unan all. Ar galafeterenn !…

Madelen a ziskroge ar sklisenn eus an tach, eur bôtrez a azee war an oaled ; ar pôtr, a vije dindan, a lakae e benn war barlenn ar bôtrez, stignet mat e vragou war e bensou. Hag an tôliou sklisenn da sklokal d’ean war e reor. Dao d’ean hep droug na poan !

Breven, breven, mab da vreven,
Gant piou eman ar galafeterenn ?

Hag ar sklisenn a rede eus an eil dorn d’egile. Ha c’hoarzadeg, va Doue ! pa na zivine ket gant piou e vije ar sklisenn.

Goude e teue tro c’hoari al logodennig. Boz war voz uhel uhelloc’h c’hoaz ar vugale a zave o daouarn.

— Pelec’h aet al logodennig eus an toull-man ?

— En toull all.