Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/24

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

d’e heul, war an hent iè [1], met ken lufr, ken ramplus ar blijadurezou ! Distrei war ho kiz a fell d’ ec’h ? Rampla a ra ho troad, n’oc’h ket evit enebi, c’houi, koulskoude, den a skiant, marteze den fur. Hag e fell d’ec’h penôs eur bugel evel Bilzig, eur pôtrig dibreder, a vefe evit harza eus e c’hoantegeziou, eus e siou, eus e dechou pe eus e heugennou [2]. Kri a vefe al lezenn evit eur bugel, leusk [3] ha dall evidoc’h-hu, tud a bouez hag a oad ?…

Eun devez ’ta, Bilzig ac’h ês gant ar re all da c’hoari, ha, pa erruas ar vamm, goullo an ti : droug enni, evel just, skuiz e oa hag o paouez klevet tamall he bugale da vea bet, gant kanfarted all ar bourk, o laerez piz ha fao en park ar Mestrezek. Ha bec’h war Bilzig !

— Penôs, mic’hiek, foreant [4] ’zo ac’hanout, o laerez out bet, ne peus-te ket a vez ?… E-lec’h tôler evez d’ar re vihan, ec’h ez gante da redek, da dourvarc’hat [5]; gante ec’h ez er bagou bihan me oar, beui a ri anê !…

Hag en gwirione, re alïes, pa ne vije ket o mamm er gêr, e weled anê o ruzata war ar gerreg, o c’haloupat war an ôd, gleb-dour-teil, pe o ruza o boutou, leun a frigas hag a fank war an henchou.

Evelkent gaou a oa bet lavaret d’ar vamm : pizenn na favenn n’o devoa tafeet en de-se ; met kaer an nevoa bet Bilzig hag an daou all stourm ouz o mamm e oant bet tamallet hep abeg. Izabel a dapas krog en eun tamm kordenn voan.

— N’am skoit ket, mamm Izabell, me ho ped, n’am skoit ket, en han’ Doue, nan in ken d’an trêz, me ’chomo er gêr.

Ne anzavas ket penôs, pa zileze an ti, peurliesa e vije evit

  1. Hent iè, route joyeuse, facile, gaie.
  2. Heugenn, idée subite, caprice.
  3. Leusk, indifférent. Cf. laosk.
  4. Foreant ou forean, vagabond, voyou.
  5. Tourvarc’hat, vagabonder comme les enfants, courir d’un endroit à un autre, sauter.