ober plijadur d’e c’hoar ha d’e vreur. Hen ne c’hoarie ket, ral e vije, Katellig atao gantan war e choug. Izabel en em douete a gement-se : eun tôlig pe daou he deus roet d’ar pôtr, truez d’ei outan.
— Paour kêz bugel reuzeudik !
Ha, gant korn he davanjer, e sec’has e zaerou :
— Paour kêz bugel !
Eur pokig d’ean. Hag ar pôtr :
— O mamm Izabel !
Hag e ouele gwalc’h e galon.
Ne raio ken, nann, ne raio ken, a-grenn, er gêr e chomo, nan aio ken er bagou, nan aio ken da c’haloupat. Gant e vreur hag e c’hoarezed, en trêz e c’hoario, pa vo brao, hag er gêr pa vo divalo. Touet an neus, krainchet an neus en e zorn dehou, ha savet anean dirag ar groaz. Pôtr a galon hag a zoare, met, siouaz ! nemet eur bugelig nan eo ! Ha petra a fell d’ec’h ? Eur pôtr dek vlâ nan eo ket evelkent eun den grêt. Kalon vad an nevoa, karantezus e-kenver e vamm, e vreur hag e c’hoarezed ; karet a rê anê a-greiz e galon : siouaz ! ankouaüs e oa ; ha, pa vije brao an amzer, tomm an heol, pa wele ar vugale all o c’hoari en trêz pe er vourk, kelennou, urziou, gourc’hemennou Izabel a-nebeudou a zile dre e c’houn.
— Deus da c’hoari ! a lavare d’ean ar ganfarted all.
— Demp d’an trêz, Bilzig ! a c’hourgomze Madelen ha Yannig.
— Brao a vo du-hont, war an trêz, c’hoari gant ar re all ! a c’houeze d’ean, en e skouarn, huanadenn ar c’hoantegez.
Ha Bilzig, nebeud ha nebeud goneet, Katellig war e choug, an daou all oc’h e heul, ha d’an trêz, ha da c’hoari. Rebech a ra d’ean e gonsians. Oh ! ne vo ket pell : bremaïk, dioustu e vo distro. Bremaïk, dioustu, pegoulz ? Ankounac’haet an amzer dremenet. Ankounac’haet, oh ! na pebez gir ! O ankounac’h, evurus an hini a zarempredez, evurus an ene war pehini ec’h eus displeget da vrumenn madelezus.
Ankounac’h, bugelig Doue, pleg da ziouaskell, deus war va barlenn, harp da benn war va c’halon, deus ha me a gano d’it.