laer ! » buan ha buan o deus dilezet an tôl, daoust d’ean da vea jil ha da vea arc’hant (tri dôl zao !) war ar vil [1]. An nor a oa morailhet, met kement a dôliou-treid o deus roet d’ei, ken m’o deus hi torret. Gwelet gante al laeron : Bilzig, Katellig war e choug, Yannig krog en e zorn dehou, ha Madelen krog en e borpant, hag o fevar o vlejal evel pevar loue. Hag ar zakrist eun tamm foueltrenn baz gantan en pep dorn, oc’h heul e laeron. Ar valtouterien, souezet holl dirak eun hevelep arvest, n’int ket bet evit miret da c’hoarzin, ken a reudent :
— Al laeron ! al laeron !
Ar zakrist, dirak an nor didalbennet :
— Santez Vari, mamm da Zoue !… Petra ’lavaro an ôtrou person ?…
Darbet eo bet d’ean sempla, an dreujenn gôl a goueas eus e zorn.
P’o deus bet klevet hano eus an ôtrou person, ar valtouterien, peurvuia lanchennet mat koulskoude, peg o zeod eus o staon, ha kuit ha buan. An ôtrou person !…
Petra ’raio ar zakrist gant e laeron ? Kreiste eo, poent eo d’ean mont da zon an Angejus.
Eur grabanad da Vilzig, eun tôl-troad d’ean en e reor :
— Marmouz fall ! louidik… me ’lavaro d’an ôtrou person ! Ha Bilzig, seder meurbed, a deuas d’ar gêr, paeet en nevoa ha mat, e berenn. Echu ar gôz. Echu ar gôz ?…
Souezet an ôtrou person dirak dor-dal ar presbital.
— Torret an nor ! a vousgomze ar person.
— Torret an nor ! a fredone ar c’hure.
Ar garabasenn, distro eus ’tal al lenn, a deuas da gaout he ôtrone :
— Petra ’zo c’hoarvezet, Franseza ?
— Al laer ! al laer ! ôtrou person.
— Al laer en deus torret an nor ?
- ↑ Au jeu de la galoche, quand le palet et la galoche (ar vil) se touchent, le coup est déclaré nul : jil an tôl.