hirr ha lemm meurbed a oa e zent, doun e gof ha direvus [1]. Ya, met n’oa ket bet pedet d’ar pred, paour kêz Bilzig !
An ôtrou person ’ta a oa evurus meurbed o tistrei d’ar gêr ; hag eun toullad kanfarted…
Setu ar zakrist ha Bilzig : heman a grene en e bilhou.
— Ac’hanta ’ta, pôtr, eme an ôtrou person, ha divergont te eo al laer ?
— N’eo ket me, ôtrou person.
— Piou ’ta ?
— N’eo ket me.
— Evelato piou ? Lavar piou.
Kaer an neus bet an ôtrou person goulenn digant ar pôtr piou a oa al laer pe al laeron, hano ebet na dennas dioutan.
— Taolit anezan er-meaz evelato !
An neventi-man en em skignas dre ar bourk : al laer a zo bet er presbital !
An ôtrou Kont, p’hen klevas, a deuas da c’hoût an doare.
— Laerez an ôtrou person !…
An ôtrou a lavaras d’e vevel :
— Buan, it da gerc’hat barner Tremedern. Arabad eo leuskel ar ganfarted da ober o fennou skanv, red eo rei d’ê eur gentel hag a bego dioute. Gwialenn ar barner a deuio a-benn anê.
Barner an ôtrou, an ôtrou Kerjantjili, eur pôtr yaouank koz viret, a oa anaveet gant an holl, ha dreist-holl gant kanfarted ar vro ; hag heman ive a anavee mat anê, ne oa ket evit o anduri dirag e zaoulagad. Goap a rênt outan, p’an nije evet eun dakadennig, eur bannac’hig a re (hag alïes ar bôtred o devoa abeg da ober goap outan) ; difreza a rênt anean : monkus [2] a oa eun tammig ; ha, pa vije tommet mat d’ar pôtr koz, e redent war e lerc’h, hag ec’h ênt da ambroug anean, en eur gana :