Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/35

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —


— Prenn da vragou, hag er-mêz !

Bilzig a grogas en dorn Katellig, an daou all d’e heul, liou ar maro en e gerc’hen. Ankeniet, e galon a lamme en e greiz, poan gantan o tenna e alan, an daerou o ruilha war e ziouchod.

War e lerc’h, pemp pe c’houec’h pôtr all o deus tafeet blaz ar wialenn ; hini anê ne zalc’has penn eus ar barner. Hag hen hag ar person o deus klevet penn-da-benn an doare, klevet ive penôs Bilzig n’an nevoa bet nep peurz el laeronsi ; debret an nevoa bet eur berenn, gwir eo, met skanv a oa e bec’hed, kri ar binijenn.

— N’eus forz ! eme ar barner ; ken gwaz an hini a zalc’h ar zac’h hag an hini a lakaa e-barz.

Met an ôtrou person n’oa ket ken skanv e vennoz, ha meur a wech, ha pell goude, pa wele ar pôtr, a rê eun distro war an arvest c’hoariet en e zal, hag e gonsians d’ean a rebeche gwialenn ar barner. Holl bugale ar bourk an nevoa gallet donvaat, Bilzig biskoaz. Bilzig, pa wele an ôtrou person, a lakae e zorn war e bensou, ha da redek : kaout a rê d’ean, seblantout a rê d’ean e c’houzanve ar wialenn war e groc’hen.

Evit ar barner ar wialenn a oa e lezenn en kenver ar bôtred, ha na Bilzig nag e binijenn n’o devoa war daolenn e evor kleuzet o aroudenn. Dir e galon enep an drue ; e-pad e vuhe a varner, gwelet an nevoa gwaz, pegen gwaz, ha gwasoc’h c’hoaz, hag e gonsians, pell amzer a oa abaoe, ne finve ken en e greiz ; maro e oa ar prenvig bihan-ze dirak pinijennou ken dister : eun tôl gwialenn !…

Pa erruas Bilzig er gêr, Izabel a oa o ficha lein.

— Jezuz ! petra ’zo c’hoarveet ganec’h-hu ?

Hag ar vugale da ouela.

Izabel n’oa ket bet beteg ar presbital, goût mat a rê penôs Bilzig n’an nevoa ket laeret, ha n’oa ket deut en he c’hredenn e vije bet skourjezet. Poan galon d’ei dirak daërou he fôtr.

— Na ouelet ket, bugaligou, na ouelet ket, paour kêz pôtr !… Plega, va bugelig, pe derri !…

— N’eo ket me, mamm Izabel, n’eo ket me !…