Goude gouel Mikêl ec’h a merenn er bern plouz hag e teu an nean noz d’ar gêr.
Da ouel ar Chandelour, |
E-pad ar goanv, Madelen, Yannig ha Katellig, tomm d’ê,
kousket mat en o gwele, Izabel ha Bilzig ac’h ê d’an ti-nean.
An ti a oa tostik da hini Izabel, e-harz eur garreg vras. Eno en em unane an darnvuia eus merc’hed ha gwrage ar bourk, ar re, da vihana, o devoa eun ober bennak war ar stern. Darn a rê stamm, ar re-man a chome e-kichen ar goulou-lutig, en-dro d’an oaled, gant ar wazed koz hag ar bôtred yaouank ; darn all a nee gloan pe lin, pe ganab ; hag ar re all, en traon an ti, o kribina, oc’h enkardi, o vreat pe o paluc’hat. Pep-hini a zigase gantan e skaon, ha pep-hini d’e dro e c’houlaouenn-rousin hag e horzenn lann pe geuneud.
Eno ho pije klevet ar c’heloiou, an neventiou : heman pe honnez an nevoa grêt an dra-man-dra, Yannig a rê al lez da Varc’harid, ha Jaketa a oa darempredet gant Per ar C’hamm ; bag ar C’habon he devoa pesketet diou dousenn ziliou ; ha karabasenn an ôtrou person, al Leonardez divalo-ze, a oa deut da vea lorc’h ral enni, abaoe eur pennadig…
— Fê ganti !…
— Abalamour da betra ?
— Ha panevert, a lavare unan all… met peoc’h…
— Ya, ya, peoc’h !…