— Peoc’h ! peoc’h !…
— Pini a gontin-me d’ec’h ?… Pôtr e vaz-houarn ; Tignanennig ; Roul-boul ; Yann hep aon ; Ar zilienn goz ; Ar marc’h bihan, Oui c’hac’han demei a rankan [1] ?…
— Ket ! ket ! anaveout a rêr anê !…
— Unan neve, unan vrao ! a c’hourgomzas Bilzig.
— Ma ! hirio ’ta ec’h an da gonta d’ec’h penôs eur pôtrig a skiant, Jan Glaudadig, leshanvet Bilzig, a drec’has war ar blei.
Bilzig ?… Souezet an holl. Bilzig ?… Den biskoaz n’an nevoa klevet hano eus ar Bilzig-ze.
Goaper ar pôtr koz, am eus lavaret d’ec’h.
— N’eo ket me, Jarlig ?
— Oh ! nann !… Tad-koz da dad-koz-iou… marteze.
« Jan Glaudadig, pe Bilzig — hanvet anean evel ma karfet — c’hoant d’ean da vont da vale bro. D’ar c’houlz-ze ’ta, pell, pell, pell a zo abaoe (daou vlâ tremenet hag eun draïg ouspenn), ar blei a bretante d’ean kousket e-unan e-barz an ti, al loened all er-mêz. Ar re-man droug enne. En piou ne vije ? Droug ive en Jan Glaudadig, eeun ne gave ket an doare-ze. Hag hen en hent, da glask ar blei. O chom a oa d’ar c’houlz-ze, Jan Glaudadig ha nann ar blei, e-kichen ti Izabel. »
— E-kichen ti Izabel ? eme unan bennak.
— Ya, pôtr.
— Oh ! n’eo ket gwir, Jarlig koz !
— Penôs n’eo ket gwir ? Tad-koz va zad-kunv an nevoa anaveet mat anean, eur c’hamarad bras da Jan Glaudadig, hag hennez eo an hini a gontas d’in ar gôz.
Den na zislavaras ar pôtr koz. Daoust petra a rê d’ar re a oa en ti-nean, en petore amzer e veve Jan Glaudadig ? Beo e oa bet, ha gwir penn-da-benn an oberou burzudus ac’h ê Jarlig koz da zisplega dirake.
- ↑ Koz ar marc’h bihan, n’est pas autre chose que le conte de Psyché. Quand le petit cheval vient dans la prairie, il hennit : Ouic’hal a ran, Demei a rankan (je hennis, il faut que je me marie) ; et que les conteurs ont transformé en Oui c’hac’han, demei a rankan.