— « Setu, eme Jarlig, Jan Glaudadig aet en e hent, savet gantan ar c’hra ; en tal kichen kra Pennenez, eur c’hi a firloste en toull dor Lellig an Touz. »
Ar bôtred hag ar merc’hed, dever enne, a zigore o ginou ledan, ken ledan ha reor forn ar poazer.
— En toull dor Lellig an Touz ?…
— Lellig an Touz a zo aman !
— Ma n’am c’hredit, it da welet.
— Met marteze ive, eme Bilzig, pini ne oa ket eun diod, pell ac’hane, marteze Lellig an Touz a oa ive tad-koz tad-koz-iou Lellig.
— Siket ec’h eus da viz en toull : Lellig an Touz, eme Jarlig a oa tad-koz tad-koz-iou Lellig.
« Ar c’hi — Job e hano — anaoudegez vras da Jan Glaudadig, a deuas d’e gaout, hag a c’houlennas digantan — d’ar c’houlz-ze an anevaled a gôzee, abaoe mud int deut da vea :
« — Da belec’h ec’h ez-te, Jan Glaudadig ?
« Jan Glaudadig a respontas :
Da foar, ar foar ar bichibonig, |
« — Mar kerez, me ’c’h aio ive ganit ?
« — Ma ! deus ’ta.
« Ha setu int o-daou o vont, war o fouez, war hent Pont-Menou. Brao an amzer, tomm an heol. En diskenn gra ar C’horve, a-rôk erruout gant ar pont, e weljont eur c’haz du, du-pod, astennet en disheol war ar c’hleun, dindan eur bod lann. Heman a hanter-zigoras e valvennou : eun tôl-lagad a gorn da Jan Glaudadig ha da Job.
« — Miaou ! miaou !… Pôtred, da belec’h ec’h et-hu evel-se ?
« — Ni ac’h a, pôtr kêz, eme Jan Glaudadig,
Da foar, ar foar ar bichibonig,… |