Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/45

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 45 —

— Ar prad ar reor touzet, ar waz ar jilgamm.

— Ar prad hag ar waz ! eme Bilzig gonidek.

— « Divin d’it a ziskouez e zent da gement hini a deu en ti ? »

— An drezenn-bod ! a lavaras tri pe bevar.

— « Divin d’it a zo bet beo, hag a zo maro, hag a vale war an dud varo. » Piou a zibuno ?

Den na respontas.

— Ar votez-ler, pa vale war eur be.

— Divin d’it — homan a zo diêsoc’h, eme eur plac’h koz azeet war ar fornigell :


Brazez ar vamm
Brazez ar verc’h diwar he mamm ?


Tapet berr ar vugale, hag ive ar re vras.

— Ma setu : Brazez ar vamm : ar varaz leun a zour ; brazez ar verc’h : he anaf leun a zour ; diwar he mamm : leuniet gant dour ar varaz.

— Unan all c’hoaz, mammig koz ?

— Divin d’it :

Daou o toulla,
Daou o sellet toulla,
Daou o selaou toulla,
Hag unan o skei war an toull.


Den na zivinas an divinadell.

— Ar penn-moc’h, ginaouien a zo ac’hanoc’h ! pa ve o turnial : Daou droad o toulla, daou lagad o sellet toulla, diou skouarn o selaou toulla, hag al lost o skei war toull e reor.

Ha c’hoarzadeg !

Keit ha ma oa ar re yaouank o divinout an divinadellou, ar gwrage a brezege entree.

— Klev ’ta, Nana, na gwir e vefe ar pez a lavarer : Herve Yann n’an neus ket goneet an tenzor kuzet en feunteun sant