en eur valkenn du. Hag eur youc’hadenn ! eur youc’hadenn ken euzus, ken spontus, ken a seblantas d’ar Manac’h e strake e holl izili, e frailhe an douar dre e greiz… N’eo ket bet chomet ar Manac’h da glask mannou war an hent : skanv e droad, flêr en e vragou, en eur redadenn ec’h erruas er gêr. Hag abaoe n’eo ket bet tapet o vont d’ober al lez da verc’h miliner Menguy… »
— Oh ! bemde e ve gwelet tra pe dra burzudus evel-se. Ha gant ped a zo bet c’hoarveet…
— Ganen-me biskoaz, eme Jarlig koz, ha koulskoude, koulskoude…
— Ma ! an de all, Anton ar Saoz, o vont d’an ôd, abret eus ar beure a zenwelas, eur gornandonez o kribat he bleo, en eur bod lann, entre ar bourk ha Pennenez. Tremen a eure en he c’hichen, ha, gant eun tôl krib, he deus faoutet d’ean biz bihan e zorn dehou. E viz n’eo ket peur-yac’h c’hoaz.
— Ha Pôtr-Lotig ’ta, a lavaras unan all, ya, ya ! pemzek de a vo warc’hoaz, en eur vont da Doull-ar-C’hirri, entre diou ha teir eur eus ar beure, a zo bet heuliet, adalek Troallenn betek gra Mespant, gant eun Teusk-noz. Gwelet mat an neus bet anean, sklêr al loar evel an de ; n’ouzon ket penôs n’eo ket bet diodet ar pôtr.
— Oh ! diod eo a bell zo, eme Jarlig koz.
— Aman, aman en-dro d’an ti-nean, daoust hag-en ne ve ket alïes gwelet a skoueriou. N’ho peus-hu ket a zonj — pegoulz ? teir pe beder c’hoanvez a zo abaoe — e vije, bemnoz, dindan sklerijenn al loar, eul linsel wenn o lammet eus an eil bod lann d’egile. Hag alïes, ha gant kalz a dud eo bet klevet ha mat ha sklêr, o wigourat, dre wenojennou lann Pennenez, karigell an Ankou. Hag ar c’hannerezed-noz ?… Hag ar c’hole briz ?… Hag ar c’hornandoned ?…
— Alo ! alo ! eme Jarlig koz, dilezomp ar c’hôjou goullo-ze, pere n’int mat nemet da sponta an dioded, ha demp da welet hag-en eo diskuiz Jan Glaudadig. Mall eo gantan, marvad, mont en e hent, n’eo ket erru c’hoaz en Koat-an-Noz, du-ze pell, en tu all d’ar meneiou.