al lann orodet [1], eur boc’h, eur boc’h barvek ha korniek. Heman a ziframme tamm yeot ac’han, tamm yeot alese, hag a zave e benn eur wech an amzer da zellet en-dro d’ean. Inouet ar boc’h e-unan ; eun drouz bennak, marvad, an neus klevet, hag e benn a ziflukas eus a-dreg eur garreg.
« — Ho ! ho ! ho ! emean. Ho ! ho ! ho !
« Hag hen o tostaat eus an hent.
« — Da belec’h an diaoul ec’h et-hu evel-se, pôtred ?
« — Ni ac’h a, eme Jan Glaudadig,
« — Oh ! oh ! me ’c’h a ganec’h ive.
« — Deus ’ta !
« Evurus ar boc’h da vont da vale bro, d’an emgann : rak n’oc’h ket hep goût, marvad, penôs ar boc’h a zo brezeller, atao e gerniel gantan bantet, prest da dourta amezeg, estren pe divrôad.
« En tu all da Blounerin, eur c’hilhog, eun toullad yer ha polezi d’e heul, sounn e benn, ru e gribenn, plun e lost gwer-c’hlas, lugernus, o vransigellat war e gein, a henche e verc’hed etrezeg eur bern teil.
« — Rog ! rog ! ko ! ko !… deut, va dousigou koant, deut !
« Hag e skrabe.
« — Rog ! rog !
« A-bell, war an hent, en eur welet Jan Glaudadig hag e genseurted :
« — Ko ! ko ! kog ! rog ! rog !
« Hag hen dirag e zimezelled, ha da c’houlenn — pôtr reut, mar plich, ar c’hilhog ! — digant hon baleerien :
« — Da belec’h ec’h et-hu, pôtred ?
« Pa glevas gant Jan Glaudadig e oant o vont da Goat-an-Noz da glask ar blei evit hen teuler er-mêz e di :
- ↑ Orodet, rabougri.