« — Oh ! me a oar mat pelec’h eman o chom. Anaveout mat a ran ar blei, diês e vo d’ec’h hen paka : krenv eo, ha, ’m eus aon…
« — Deus ganemp, deus, hag e vleini ac’hanomp beteg an ti.
« Mall n’an nevoa ket ar c’hilhog da guitaat e yer.
« — Eh ! eh ! aon an neus ! a viaouas ar c’haz.
« — Eur brabanser ! a vêas ar maout.
« — Lorc’h ennan dirag ar re vihan : ar yer, ar filiped, ar polued [1], ar pinterien, al laouenaned ! a harzas ar c’hi.
« — Eur foerer, eur c’houizigell ! a vegelias ar boc’h.
« Droug er c’hilhog. Blinka an neus, grêt eus e yer, evit rei d’ê da c’hoût penôs e oa red d’ean mont gant ar re all, dindan boan da vea disprizet gant an holl, ha da gouea en dismegans.
« — Alo ! alo ! eme Jan Glaudadig, gwaz eo ar c’hilhog, kerse eo gantan dilezel e vestrezed… Met, pôtr, kred ac’hanon, emean d’ar c’hilhog, karantezusoc’h e vefont ez kever, en distro, gonidek ; pep-hini anê a raio d’it ar pecherou ar re domma… Deus, pôtr, deus !…
« Kimiadi a rês goustadik, goustadik eus e wrage :
« — Kenavo ! kenavo ar c’henta !…
« Bleinet gant ar c’hilhog, Jan Glaudadig hag e gompagnunez a erruas er c’hoad, goude an abardae, da zerr-noz.
« — Setu ti ar blei, eme ar c’hilhog, en eur diskouel d’ê eur c’hoz ti-soul.
« Goullo ; int e-barz. Goût mat a rênt penôs ar blei na deue d’ar gêr nemet evit mont d’e wele.
« — Pep-hini en e lec’h, eme Jan Glaudadig : ar c’haz war an oaled, ar c’hi dindan an dôl, ar boc’h en harz ar skeul, ar maout war ar c’hrignol, Jan Glaudadig a-dreg an nor, hag ar c’hilhog war e glud.
« Noz tenval anei, ar blei a deuas d’ar gêr, goullo e gof.
En toull an nor :
« — Oh ! oh ! emean, c’houez ar maout !…
- ↑ Polu, rouge-gorge.