Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/51

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —

« Heman ha padal m’hen klevas ha da vêal :

« — Bê, bê, ê ê !…

« — Daonet ’vin ! eme ar blei. Eur maout em zi… em zi !…

« Eun tôl bout war an nor, hag e-barz, ha d’an oaled da c’houeza e c’houlaouenn-lutig.

« Petra ’zo aze ?…

« Paon ! paon ! fout ! fout !… Hag eur friad d’ar blei. Kant mil ellenenn a strinkas en e zaoulagad ; dre e spont e lammas dindan an dol. Hagn ! hagn ! eur grogadenn en e vorzed ; eur yudadenn hag hen da esa mont er-mêz. En troad ar skeul petra e oa eno ? Diaoul ar rod ! Petra ? n’eus ket bet amzer da zigeri e zaoulagad, tapet eo bet gant piou ? gant petra ? Houp ! hag hen en êr… N’oa ket erruet mat war ar c’hrignol, ar maout — flêria a rê gant an aon — a zistagas gantan gwella tôl tourt an nevoa biskoaz roet en e vuhe… Hag ar blei d’an traon, buanoc’h eget ma oa savet. D’an traon, Jan Glaudadig a roas d’ean eun tôl troad en e reor ken reut, ken a gavas, ar pôtr kêz, a dra zur, e oa savet d’ean diouaskell. Ruilha an neus grêt ouspenn ugent troatad eus toull e zor. Pa deuas ennan e-unan, e klevas ar c’hilhog o kana : Kokorikoko ! kokorikoko !… Kanaouenn an emgann, kanaouenn ar gonid !

« — Malloz Doue a zo koueet war va zi. Birviken troad, m’en tou ! ne dôlin ennan !

« Dalc’het mat an neus ar blei e le : abaoe an anevaled all a zo chomet en ti dilezet gantan ! »

— Paour kêz blei ! eme Bilzig.

Echu ar gôz, darn eus ar merc’hed a c’houlenne ma vije kanet eur zon, eur werz, eun ouidell bennak. A-wechou ive e vije lennet en levr Bue ar Zent, pe en hini Ar pevar mab Emon. Goude e vije lavaret gras, ha pep-hini d’e wele.