— Marmouz fall ! eme ar brigadier, eun devez ma oa Bilzig o c’hoari kornigell gant ar vugale all dirag an ti-gward. Marmouz fall, tôl evez, mar tapan ac’hanout !…
Hag e chache d’ean war e ziouskouarn.
Eun nebeudig goude eun tôl-amzer, Bilzig ac’h ês da bunseal, ha gantan e tigasas en kreiz an noz daou bez tamm koad, danve da Izabel d’ober tan e-pad eur miz.
— Diwall, Bilzig, a lavare d’ean Izabel, diwall, va fôtr, messet eo hon zi !…
Hag evelkent evurus ar vamm pa wele ar pôtr oc’h erruout er gêr, diochet gantan tra pe dra. Ezomm he devoa : yen ar goanv, yen an ti, aoned d’ar vugale, ha red ive poazat ar pred.
Piou he zamallo ?… Piou ?… Droug da biou ?… Gaou da biou e rê ?… D’ar valtouterien ?… D’ar valtouterien !… Hag al lezenn ?… Al lezenn !… Dioch tammou koad hep talvoudegez, garanet, krignet gant ar garrilied ! Al lezenn… grêt gant piou ? hag evit piou ?… gant an hini krenv eneb an hini blank, evit ar pinvidik, ma n’eo ket enep d’ar paour !…
Bilzig a greske a gorf hag a skiant : falveout a rês d’ean ive pourveï an ti a gig hag a besked. Eun toullad higennou a gavas, o intalinka [1] an neus grêt, hag o staga a eure war eur gordenn, leogeta a oar, stigna a raio e gordennad higennou war an trêz, ha pesked a vo da zibri, eur wech an amzer, en ti Izabel.
Kig a vo ive. Kig ?… eus a belec’h ?… ha penôs ?… Bilzig (ankouaet hoc’h eus-hu ?), keit ha ma oa bet o redek ar pardoniou, an nevoa disket gant ar ganfarted all skoulma lasou orjal, evit tizout gad pe c’honifl. Bete vreman n’an nevoa ket kredet hen ober : aon an nevoa rag ar barner ha rak gward an ôtrou kont, Gargam. Gargam a oa eul leshano, Fanch ar Peul e hano. Soudard a oa bet gant an ôtrou, ha bet er brezel : gouliet, torret e vorzed klei gant eur vouled kanol ; kamm e oa chomet abaoe : ac’hane e leshano Gargam.
Poan galon d’ar pôtr, pa gleve e vamm o klemm : « Tamm
- ↑ Intalinka, étalinguer les hameçons, les attacher aux avançons.