kig ebet en ti ! » Hag alïes ar vugale a ranke mont d’o gwele gant eun tamm patatez sec’h en o c’hof. Ha du-hont, en koad Keraudren, a-is an torrod, a zo gedon ha konifled, pez a garer. Kaout a eure eun orjalenn… e higennou an neus stignet war an trêz, dindan ar c’hoad.
Katellig, en ampoent-ze, a skoas klanv gant ar rudell, Yannig gant an dreo. Tamm kig en ti evit ober d’ê soubenn domm, tamm kig ebet evit rei d’ê nerz da drec’hi war ar c’hlenved, ha da yac’haat.
— Gwaz a ze ! eme Bilzig d’ean e-unan, gwaz a ze ! kig o devo.
Gwir pe c’haou gant Bilzig ? Piou a raio a-grenn an disparti ? Gwir pe c’haou ?… Buhe eur bugel a dalv evidoc’h kroc’hen eur c’had ?… An ôtrou kont ha Gargam, daoust hag int o deus eun hevelep mennoz ?
Bilzig ne chomas ket da glask kemend-all. Berr e vennoz war an doare-ze : klanv e oa Katellig, kasti ha treut e vreur Yannig, kig ne oa ket da rei d’ê, ezomm o devoa da vea bevet mat, prederiet mat ; gedon ha konifled a zo du-hont en koad Keraudren dont a reont da c’hoari war an trêz, war-dro goulou-de : mar gall o zapout, tizet e vefont.
Sioulik ’ta e skoulmas pemp las orjal en penn ar wenojennigou a ziskenne eus ar c’hoad war an trêz.
Antronoz vintin, abret eus ar beure, da c’houlou-de, Bilzig a oa bet o welet e lasou, hag o voueta e higennou, ha gantan en e vouteg diou bleisenn, eun touilh-trêz, eul levneg hag eur moulleg. Pesked a vo fenoz da zibri en ti Izabel, ar vugale n’ac’h afont ket d’o gwele goullo o c’hof. Ha kig a vo ive, kig mat !! en bouteg Bilzig e oa eur c’had.
— Eur c’had ? Salver Jezuz binniget ! Eur c’had ! eme Izabel. Hag an ôtrou ?… Ha Gargam ?… O Bilzig !…
Ar vugale o c’halon a dride dirak kement a binvidigez.
Bilzig a anzavas deus e vamm penôs an nevoa skoulmet lasou en koad Keraudren.
— O va fôtr ! Ha ma vez tapet ?… ec’h i da galeou. Ha ni ?…