— Evelkent, eme Soaz Godig, evelkent, abaoe m’eo dimeet, eo deut eun tammig war vad.
— Lavar war welloc’h. An itron yaouank, an êlig Doue, he deus doneet anean, pleget eun tammig e imor. Ha ma n’eo ken Blei Koad-ar-Jaou, gwall rok eo c’hoaz, rust ha divergont, kri a galon, eme Fantig an Henan.
— Hag e vevel, eme unan all, a zo gwaz pe wasoc’h. Hag ar paour kêz Bilzig, ma ve tizet gante !…
Flatet eo bet ar pôtr : tud a galon vat a ve atao kavet da renta servich d’o nesa, ha Gargam an neus klevet an doare.
Gargam an nevoa, meur a wech, gwelet Bilzig o stigna e gordennad higennou war an trêz, hag o troïdella en-dro d’ar c’hoad. Evelkent biskoaz n’an nevoa d’ean tamallet ar gedon.
— Eur c’hoz marmouz fall evel hennez, stigna lasou en koad an ôtrou !… Bilzig !… Boulc’hurun ! Daonet ’vo kroc’hen kurunou va ene !…
Evel-se e toue-doue Gargam. Na c’houi ho poa kredet penôs Gargam an nevoa disket al leou-douejou flour-ze war varlenn eur vamm a wad uhel ?…
Daou enebour all da Vilzig : an ôtrou kont hag e vevel Gargam.
Hag evel-se Bilzig a oa en disfi da galz a dud er bourk, ha gwir eo, kilhenn e oa, goaper ; enep d’ean ive ar mammou.
Piladeg a vije alïes etre ar bôtred. Ar re-man, pa deuent d’ar gêr, drastet ha diframmet o dilhad, pa vije goulennet digante penôs o devoa grêt evit o frega, a damalle anê, gwir pe c’haou, da Vilzig. Heman ne vije ket eno evit en em difenn, hag ar mammou, c’houi ’oar, douget atao da rei o absolvenn d’o c’holladennou. Ha droug enne enep Bilzig, ha koulskoude, ped gwech n’o devoa ket klevet o mibien o youc’hal war-lerc’h ar pôtr :
— Bilzig ! Bilzig ! bastard !…
Ha Bilzig, heskinet evel-se, a ziode hag a skoe didrue : krenv a oa, ha lardadennou a roe d’ê. Hag ar mammou a-du gant o fôtred a grie ive :