— Ped Doue a zo, Lellig ?
— Tri i i i, ôtrou person,
— Unan Lellig, unan hepken.
Ha Lellig, mezek ha trefuet, aon d’ean da vea rasklet.
— Ped Doue ’zo ?
— Leiz ar beel c’horo, eme Bilzig d’ean en eur c’houezadenn.
— N’an ê ê ê ket gwir, eme Lellig, ha krenv.
— Penôs n’eo ket gwir ? eme an ôtrou person, souezet.
Ar person a grede gantan penôs Lellig a responte d’e c’houlenn. Ha droug en ôtrou person.
— Penaos, ginaouek a zo ac’hanout, penaos n’eo ket gwir e zo eun Doue hepken ?…
— He… he… he… man ê… ê… ê… an hini a lavar ô… ô… ôtrou…
— Serr da c’hinou, selaou mat ha taol evez… Ped Person a zo en Drinded ?
— Tri… i… i… i… Ket, ket, ôtrou person.
— Ped ? Digech ha buan.
— Pevar : An Tad, ar Mab, ar Spered-Santel, Evel-se beet grêt.
Hag ar bôtred da c’hoarzin, da c’hoarzin ken a reudent (abaoe Lellig a zo bet leshanvet « Evel-se beet grêt »).
An ôtrou person ne c’hoarze ket.
— Daoust ha te a ouezo gwelloc’h da zakramanchou ?… Ped zakramant a zo en Iliz ?
Setu Lellig tapet berr : Ped zakramant a zo en iliz ? Bilzig d’ean entre daou : « Seiz ».
— Seiz, ôtrou person.
— Mat sur, evelato, Lellig ! Niver anezo.
Bilzig en eur c’houezadenn :
— Teir roched ha peder hiviz.
Ha Lellig dievez :
— Te… te… teir roched ha… ha… pe… pe… peder hiviz.
Eur gelienenn, eur fubuenn ho pije bet klevet o nijal dre ar zal. Darbet eo bet d’an ôtrou person kouea en droug-sant.