evor, me ho ped d’am c’hredi, ar pôtr a zalc’ho, ha start, krogadenn Pipi hag a lakaio anei gant gwialenn ar barner…
Ar zadorn war-lerc’h, toutek ar bôtred o tont d’ar presbital, met buan ha buan o daoulagad a sederaas.
— An ôtrou kure a raio hizio ar c’hatekiz, eme ar garabasenn, en eur digeri an nor.
Gwella den a dôle troad war an douar, an ôtrou kure. Pa antreas er zal :
— Demat d’ec’h, ôtrou kure ! eme ar bôtred.
— Demat d’ec’h, bugaligou !… Azeet, azeet, lavaromp da genta : Ni ho salud, Mari…
Hag ar bôtred en eur vouez : Ni ho salud, Mari… Echu ar bedenn.
— Ar wech diwea, an ôtrou person an nevoa ganec’h diluiet kentel ar zakramanchou ; hirio me ac’h a da zisplega dirakoc’h galloud an Otrou Doue : « An Otrou Doue, bugaligou, hen eo an hini an neus grêt pep tra : an nenv, an douar, ar mor, an dud, al loened, ar pesked, an traou a welet hag ar re a zo kuzet ouzoc’h. Hen a lakaa da ruilha, a-dreuz an oabl, an heol binniget, al loar hag ar stered ; hen a zo en pep lec’h, en pep amzer, hep divez na derou. »
Hag ar vugale a selaoue piz ha sioul kelennadurez an ôtrou kure.
— Meulit-hen, bugaligou, ra veo meulet a-vreman ha da vis- koaz !
Bilzig a lavaras da Jojo :
— Klev ’ta, daoust hag ema an Otrou Doue ive en grignol da vamm-goz ?…
— En grignol va mamm-goz ? eme Jojo souezet… Va mamm- goz n’he deus grignol ebet.
— Ginaouek a zo ac’hanout, bajanek !
Jojo, sklerijennet :
— Doue a zo dre-holl, ôtrou kure, sur, sur ?…
— Ya, sur, va fôtr !
— Neuze ema en grignol mamm-goz Jojo ? eme Bilzig.