eno e tiskoueas d’ean, war eun delienn baper, gant eur bluenn, liou enni, penôs trei, distrei pep lizerenn.
Ar c’henteliôu a badas keit hag ar c’hatekiz. Goude ar pôtr a rankas gonit e dammig boued ; skol al levriou a oa echu evitan, skol ar vuhe a bado, rust ha kalet.
E bask a reas gant kalon, daoust d’ar goap a oa bet grêt outan, abalamour d’e zilhad : e vragou, eur bragou berlinj glaz bet d’e dad ha berraet gant Izabell ; e borpant, bet digant ar c’hure, kalz re ledan ha re hirr, enkaet ha berraet ive gant ar vamm. Hag e voutou ? hag e dok ?
Kavet a oa bet war ar prez eur boutou-ler poultrennet, dilezet, bet gwechall da Varc’harid koz, kalz re vraz d’ar pôtr : digaledet int bet gant al lardigenn, duet gant ar galc’hudenn. Hag e dok ? Salver ! e dok ! tok eured eur maltoutier !
Na gwelet a rit-hu ar pôtr, eun tok re uhel gantan war e benn, en e dreid eur boutou re hirr, e zaouarn hanter-guzet gant diouvrec’h e borpant, hag e vragou berlinj glaz tronset war e voutou !
N’eus forz ! Goût a re ar pôtr penôs ne oa ket gwell faro, ne oa ket gwisket herve ar c’hiz ; goût a rê ive penôs e vamm a oa paour, penôs n’he devoa ket a arc’hant evit prena dilhad. Gwaz a ze ! gwaz a ze !
E bask an neus grêt gant kalon ha fe, furchet an neus ha piz, e gonsians. Penn fall a oa, taskanier, kilhenn [1], dont a raio da vea eur pôtr fur.
Bilzig, deut sonj d’ean en e vamm, ar vamm n’an nevoa ket bet anaveet, a zic’hriennas ar yeot a guze he men-be, hag eviti an neus pedet a wir galon, ive evit e dad, evit e vammig-koz Marc’harid, hag evit e vamm Izabel. Oh ! e vamm Izabel, pehini n’oa d’ean, herve al lezenn, na kar na par, ha pehini he devoa savet anean, gant poan he c’horf ha karante he c’halon. Lakaet an neus anê da bara war e ene a vugelig, hag e gorzailhenn en em waskas pa zavas war daolenn e evor skeudenn ar re a garie,
- ↑ Taskanier, querelleur ; kilhenn, querelleur et méchant.