Bilzig ’ta, e-pad ar goanv, a rede an ôchou ha tra pe dra e tioche. Droug er valtouterien o redek war e lerc’h.
Eur wech, entre doub-de ha doub-noz, goude eun tôl-amzer, Bilzig a oa o furchal kerreg an enezenn : rust a oa ar mor. Seblantout a eure d’ean, en mesk inoenn [1] an tarziou-mor, gwelet punseou o tont d’an daze. D’ar red e teuas da gaout Jarlig koz, hen ive o vesa ar mor, kuzet a-drenv eur garreg, war lein an enezenn.
Na padal ma klevas e oa punse war an ôd, ha Jarlig kerkent hag ar pôtr en daze.
— Barrikennou didalet, gwin a oa enne ! eme ar pôtr koz. Daoust ha ne gavfomp-ni ket unan, unanik hepken en he fez ?…
Ha gant beg e deod e lipe e vuzell, tronsal a rê e fri.
— Gwin, pôtr, gwin !… Klaskomp en eur c’hogn bennak… Marteze…
— Jarlig ! Jarlig !… unan… aman !…
— Petra ’vo grêt ?… N’omp ket evit he zenna ac’han !…
— Hag ar valtouterien ?…
— Ar valtouterien ?… eme Jarlig koz. Ah ! ya, ar valtouterien !… Kê, ha d’ar red, dindan beg ar Roc’h-Vran. Eno e ri eun tammig tantad gant lann ha raden sec’h…
— Eun tantad, Jarlig ?
— Ya, pôtr, hag hast affo, ha ken buan all an distro.
Bilzig, sounnet dirag an den koz :
— Eun tantad ! ober tan !…
— Ken divaoue-ze ’out deut da vea, te ?… Hag ar valtouterien !… Buan ha buan ec’h afont da domma… ah ! ah !… du-hont,
- ↑ Inoenn, écume.