Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/71

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —

kaat ar gwin da redek. Neuze ho pije bet klevet kaera jolori ha jabadao a zo bet biskoaz klevet, en Breiz-Izel, entre Montroulez ha Lannuon. Bea ’oa eno marvad, daou pe dri c’hant den, gwazed, merc’hed, kanfarted, trefuet, trelatet o fenn, hanter-veo pe veo darn anê, hag a grie, a youc’he, a sutelle en-dro d’ar valtouterien. An arvest-ze en em zirolle en mesk ar gerreg, a-us d’an tôliou mor a deue da frega dindan o zreid :

— Chaj gourlenn ! loened louz ! amprefaned !…

Ha padal na dreist trouz ar jolori, kroz an tarziou mor er c’haoliennou hir, setu e sav eur vouezig sklêr diwar kern uhela beg ar c’hastell. Pep-hini a anavee an ton hag ive ar zon, zon Brigadier ar maltoutier.

War beg ar garreg, Bilzig hag eun toullad pôtred ha pôtrezed a gane ar c’han, ar wazed hag ar merc’hed, d’an traon adalek beg ar c’hastell beteg an enezenn, a ziskane. Piou an nevoa grêt ar ouidell-ze ? Piou ? tamall a red anei da Jarlig koz.

Ar zonig-ze a oa bet grêt da vrigadier ar valtouterien, eur C’hernevad kajus [1] ha kilhenn.

Evurus eo bet, ma teuas ar person hag ar c’hure war an ôd, da ober an disparti entre ar vartoloded hag ar valtouterien ; panevert da ze, na petra a vije bet c’hoarveet eno !

Eun nebeut goude, ar peoc’h a renas adarre er bourk. Met ar valtouterien, pôtred lemm, daoust ha marteze abalamour d’o didalvoudegez, o devoa dalc’het evor eus arvest ar gwin. A-nebeudou o deus dizoloet an doare, penôs Bilzig an nevoa kavet ar varrikenn win, penôs an nevoa grêt tantad beg ar Roc’h-Vran, ha penôs Jarlig koz hag e verc’h, Izabel ha Bilzig o devoa diochet ar gwin punse. Re diweat ! evet ar gwin.

— N’eus forz ! me ’gavo d’ê o marchou, a lavare ar brigadier, d’in-me e paefont ar gwin hag ar zon. Me a raio d’ê o boutou !…

— Brigadier, eme Jarlig koz, eun devez, pell goude, ma kleve anean o toui Doue penôs Bilzig hag hen, Jarlig koz, ac’h aje o-daou d’ar galeou — Brigadier, ho leou-douejou ne dalveont ket

  1. Kajus, grignous.