Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/73

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —


XII


Bilzig ha Pipi


Ped gwech ive an nevoa klasket an tu da dapout Pipi, ki ar presbital ? met Pipi a oa glorus an tamm anean. Klevet ’ta : ki an ôtrou person !… Ha ne vije ket gwelet bemde o redek dre ar bourk… Met eur c’hi, n’eus forz pegen c’houizigell [1] d’ean da vea, n’eo evelkent nemet eur c’hi, deut eur zorc’henn bennak d’ean, evel ar re all, heman ne wele ket pelloc’h ha beg e fri.

Kiez ar Brigadier a oa en rud : deut eun heugenn da Bipi da vont da giesa.

Digor dor ar presbital, Pipi a dennas gantan e dreid er-mêz an ti, hag hen e hent.

Ar bôtred, kanfarted drouk, evel m’eman gante ar c’hiz en pep bro, a dôliou mein a rede war-lerc’h ar giez hag ar chaj. Hag ar vein a frone en-dro d’ê hag a-wechou war o c’hroc’hen.

Keun da Bipi dirag eun hevelep arvest da vea kuitaet e brespital. Netra evitan da deskaoua war an dachenn-ma. En-dro d’ar giez e rode, e rede, e lamme, e harze, e kroze hag a skrigne o dent pôtred divergont meurbet, chaj gouez hir ha lemm o dent, hag evit eur c’houezadennig an nevoa tafeet deus ar giez !… Kizidik Pipi, kosaat a rê. Ha m’an nije bet goueet !… eun tamm kiez fall… Nemet eun diot ne oa… Ha petra a lavaro an ôtrou person hag ar garabasenn ?… Mont da giesa !… Mont da giesa !… Distrei a raio war e c’hiz d’ar gêr, absolvenn e bec’hed e c’houlenno digant ar garabasenn…

Keit ha ma wente, en e spered a gi, an holl mennoziou-fur-ze, ar vugale a dostaas goustadik outan. Eun tôl men da Bipi. spontet ha dre e spont Pipi ac’h ês da glask repu en kraou

  1. C’houizigell, orgueilleux, vaniteux.