a ve roet d’emp hag a zigemeromp, met, klevet ’ta, diwar hon c’houst hon-unan.
Abaoe Pipi a zelle a-dreuz ouz ar bôtred, grognal, harzal a rê oute ; ha pa wele Bilzig ! pa vije gant ar garabasenn, neuze e c’hrogne, neuze e harze, tre ma c’halle ; pa vije e-unan, avad, e lost entre e ziouhar, e rede, aon d’ean, rak an tôl-mein a gleve o fronal en-dro d’e ziouskouarn.
Eun tamm enklask a eure an ôtrou person, hag e teuas da c’hoût penôs ar vugale o devoa, war ar c’hi, roet o absolvenn d’an ôtrou person, evit e rustoni en o c’hever. Hag ive, marvad evit paea d’ean ar per, ar c’hastrilhez, ar spezard o devoa d’ean debret en devez o laeronsi.
Na piou tamall ? Bilzig ? Heman, gwir eo, an nevoa staget ar gastolorenn, met holl ganfarted ar bourk o devoa o feurz en droïdell grêt da Bipi.
— Peoc’h ! peoc’h ! a vousgomze an ôtrou person, pa lavare d’ean e garabasenn penôs e oa red skourjeza a neve ar bôtred.
Seder na laouen ne oa ket evelkent an ôtrou person.
— Koz kanfarted ! kredi ober droug da gi an ôtrou person !… Tregeriz !… Tregeriz !… Ha Bilzig ?… Bilzig !…