Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/79

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —

Ya, met pa zistroas al lost d’e lec’h, piou a zo bet tïet ?… Bidoullig ! An drein en em sikas, en em voutas, ha doun, en kig ar gazeg. Hag hi da rual, da hijal he lost, da c’hourignal. Siouaz ! seul-vui ma ’c’h hije he lost, seul-vui an drein a rê o dever, ha dounoc’h-doun e sikent o heg er c’hig. Bidoullig a ziode : ruadenn ac’han, ruadenn alese ; sevel a rê e reor.

Ar barner a garie e Vidoullig. Evelkent petra a c’hoari ganti ?… Penn fall, Bidoullig ?…

Habask n’oa ket an ôtrou barner.

— Allon, Bidoullig !

Hag eun tôl gwialenn war skoa ar gazek. Houman, droug enni, a zistagas eun tôl ru gant he zroad dehou.

— Fe d’am ôtrou d’an doulle ! eme ar barner, evel-se eman kont ?

Hag eun tôl gwialenn zec’h a begas war bensou ar gazeg — eun espled, Bidoullig ! — Houman, touellet gant an droug a oa enni, a ziskennas gra Pennenez d’an daoulamm-ru : lavaret ho pije eun diaoulez. Ya, met ar Barner, droug ennan ive. Dao ! dao ! da Vidoullig gant ar wialenn.

En eur pleg berr war an hent, dirak poull hao ti ar Faven, hep doujans evit he mestr, Bidoullig hen divarc’has. Koueet ar barner er poull hao !… Er poull hao !… Eur pôtr brao, an ôtrou barner Kerjantjili ! E zilhad leun a fank hag a frigas, e dok e-kreiz ar poull, e c’hinou leun a hao, hag e vleo, e vleo, Salver Jezuz !

Pa oa savet en e zav nemet hao ne oa.

Ha Bidoullig ?… Bidoullig ebet ne welas. Houman a oa aet gant ar gounnar pe gant ar foeltr, pe gant mil malloz an ôtrou Doue, d’an daoulamm-ru etrezek he marchosi, e-lec’h ma oa bet kavet maro-mik, an de war-lerc’h.

E-pad pemzek de n’oa bet ken kôz entre Lokirek, Guimaëk ha Lanmeur nemet eus ar barner hag e gazeg ; ar c’hurunou, a vije bet koueet war tour Kernitron, n’an nije ket grêt kemend-all a drouz.

Na gwelet a rit-hu ar paour-kêz barner, fank hag hao hag