Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/83

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —

— Marmouz ’zo ac’hanout, ar wech kenta, ec’h i war da benn er mor !

Hep klemm, Bilzig a zigemeras e friad : ar gaou gantan. Evelkent ar pôtr a huanade, o welet e gamaraded o c’hoari, o vageal du-hont war ar mor plên… Hag hen ! hen… ac’h ê d’ar gêr gant e grabanad, Yannik war e lerc’h o suna e vic’hienn.

Gwasoc’h c’hoaz a c’hoarveas gantan, eur pennad goude. War ar pemde, a bell amzer, a-viskoaz marvad, ar bôtred a c’hoarie kornigell ; d’ar zul, evit elbedi o dilhad, ha miret d’o labea, ec’h ênt war an hent bras, en traon gra Pennenez, da c’hoari blei.

Ar zul-ze ’ta, a-rôk ar gousperou, Bilzig gant ar vugale all, pôtred ha merc’hed, a oa o c’hoari. Tapet e oa bet da vlei, d’ean da dapout eur blei all. Ar blei en em zalc’he en distro ar c’hra, ar vugale all (an denved), eun tamm uheloc’h : d’ê al lans evit redek war-bouez traon. Ar Blei a gan, an denved a ziskan.

Ar Blei. Denvedigou, deut d’ho kraou,
Eman ar Blei en Koad-ar-Jaou.
An Denved. Ped ha ped ?
Ar Blei. Nao ha dek…
An Denved. Piou eo ar vamm ?
Ar Blei. Ar Gontez kamm.
An Denved. Piou eo an tad ?
Ar Blei. An Arabad.
Deut d’ar gêr en eur vagad
Pe ’vefet taget
Gant ar Blei arajet.

Ar zul-ze, dre eur burzud, an ôtrou kont ha Gargam a deuas d’ar gousperou : war varc’h e oant deut deus Tremedern.

Klevet o deus kan ar vugale. An ôtrou ne oa ket hep goût piou a oa ar Gontez kamm, na piou an Arabad, hag anaveout mat a rê ive Blei ar Jaou : Hen a oa ar Blei, e vamm ar Gontez kamm, hag e dad ar Arabad.

Ha droug en ôtrou. Ar vugale, gwelet gante an ôtrou ha