Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/84

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 84 —

d’ar red d’an traon gant ar c’hra. Bilzig, en pleg an hent, n’an nevoa ket gwelet anean, hag a grie diwar-bouez e benn :

— Piou eo an tad ? An Arabad… Piou eo ar vamm ? Ar Gontez kamm…

Amzer n’an nevoa ket bet da zellet en-dro d’ean, ma oa Gargam krog en e golier.

— Ac’hanta ’ta, pôtr, tiet out ! Kroc’hen kurunou !…

Eur gir en galleg a lavaras ar mevel d’e vestr. Heman a zellas ouz ar pôtr ken didrue, ken divergont !

— Te eo ar mic’hiek… Distruja va gedon, va c’honifled !… Dao d’ean, Gargam !

Gwialenn Gargam a binse hag a bege kement ha hini ar barner, ha Gargam a skoe dizamant war groc’hen ar pôtr. Bilzig a voac’he, tre ma c’halle.

Dilezet o deus anean war an hent… Tri devez eo bet war e wele. Arajet ar pôtr. Ha kaer he deus bet Izabel dizalia anean, adstigna a raio lasou en girjer Koad-Keraudren. Gwaz a ze da c’honifled an Otrou !… Ha mar gallfe gwaska Gargam !… Stigna a eure e lasou en koajou hag el lanneier an Otrou… Ha Gargam a c’haloupe war-lerc’h ar pôtr.


————