Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/87

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 87 —

ne rê eus an dour-mor. An ôtrou hag ar mevel er vag : flak ! flak ! a ra an dour er vag bransigellet, strinka a ra a bep tu, karget gante o boutou. Boutou ler rubanet an ôtrou !

Gargam a c’hrozmole :

— Mic’hiek ’zo ac’hanout ! Perak na ’c’h eus-te ket taolet dour er-mêz ?

— Amzer d’in n’ho peus ket roet.

— Ah ! ah ! louidik bihan !… Te ê… ê… ê… Ah ! te ê… n’em eus ket ankounac’hêt.

— Na me, eme Bilzig outan e-unan, na me…

Hag e polee goustadik.

— Ha na stignez-te ken da higennou war an trêz, dindan Koad Keraudren ?

— Geo !

— Ha lasou marteze er c’hirjer ?

Ha Gargam a roas eun tôl gwialenn, ha sec’h, war listenn [1] ar vag. Van na reas ar pôtr, hag ar vag ac’h ê, war he fouez, plên ar mor, lufr evel eur sklasenn.

Grêt gant hon martoloded an dro d’ar bagou bras ha d’ar gobiri eoriet er porz, seder meurbed an ôtrou Beskont, sutellat a rê eur zonig gallek (ne ouie ket ar brezoneg), eur zon disket gantan du-ze en Bro-C’hall.

Gargam a zelaoue sutell e vestr, Bilzig a varailhe.

Echu ar sutelladenn, Gargam, en eur c’hoarzin, a lavaras d’ar pôtr :

— Ma ! neuze blazet mat kig gad ?
N’eo ket peur fall.
Ah ! ah ! n’eo ket peur fall ?
Nann ! nann !

Ah ! ah ! Hag e vousc’hoarze Gargarm.

  1. Listenn, rebord.