— Ha blaz ar wialenn nan eo ket peur fall ive, marvad, met ankounac’hêt ec’h eus-te ?
— Pell e pad blaz an traou mat ! eme ar pôtr.
Gwelit ’ta, figus an ôtrou, mar plich ; heugi na rez-te ket dirak ar c’hig-ber ? Kig-ber da eur fri lous evel da hini-te !… Diwall, mar kerez, rak mar tapan ac’hanout !… Kroc’hen kurunou ! ya ! ya ! mar tapan ac’hanout !…
Hag ar wialenn en e zorn a c’houibane. Psitt ! psitt !
— N’e dapfet ket ac’hanon, n’eo ket skanv a-walc’h ho troad.
— Skanv a-walc’h, marmouz ! mic’hiek !… Diwall ! Lakaa ac’hanomp en ôd ha buan pe… (Bilzig a vousc’hoarze)… pe war da benn ec’h ez da vont er mor.
Great an nije bet Gargam ar pez a lavare. Siouaz ! na poleat na ronat ne ouie.
— Hast affo kas ac’hanomp en ôd.
— Qu’y a-t-il, Gargam ? eme an ôtrou.
— Rien, monsieur le vicomte.
— Quel dommage de rentrer !… Restons encore un peu.
— Le garçon dit qu’il lui faut aller à terre !…
— N’eo ket gwir, ôtrou, eme Bilzig : gaou e lavar.
Klevet mat an nevoa komzou ar pôtr yaouank, ha ma na gôzee ket ar galleg, Bilzig evelkent, abaoe ma oa bet er skol gant ar c’hure, her c’hompren a rê.
— Buan en ôd, marmouz ! a c’hrozmole Gargam.
— Gaou, Gargam ! gaou !
Hag a-nerz e gorf, ar pôtr a bolee. Bransigellat a rê ar vag. An ôtrou evurus a c’hoarze. Gargam ne c’hoarze ket.
— Gaou, Gargam ! a adlavare Bilzig.
Gargam a ziode. Ne grede ket dirag e vestr…
Tostaat a reont d’ar bord. Savet an daou vartolod en o zav. Kra… a… a… ag… ag… ag ! ! Diaraog ar vag vihan a dourt beg eur garregig, ar Garreg-du. Hag an ôtrou hag e vevel a goueas o-daou war o reor, an ôtrou en fons ar vag, en dour, ar mevel war e listenn. Pounner, gwall bounner Gargam, skanv