Pajenn:Al Lae - Bilzic.djvu/91

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 91 —

— Oh ! ya, Itron, eme Bilzig, krog en dorn e vamm, e vamm Izabel !

— Karout a ra ac’hanoc’h !

— Goût ha kompren a ra kalz a draou, Itron.

An Itron, goude neuadenn Gargam, he devoa grêt d’ar c’hure displega diraki doare ar vamm hag hini he bugale. Hag abaoe, gant ar Gontez, eo bet karet ar wreg a-zoare, ar plac’h a skiant vat, ar vamm war dal pehini an nec’hamant, an dienez o devoa moullet nerz he c’halon, ar vamm dilezet gant an holl, ha pehini he devoa poaniet, douget he bec’h (pegen pounner koulskoude) hep klemm, evurus pa wele he bugale o kreski drant ha iè, evel peder gweennig, deut an amzer neve.

Hag abaoe, keit ha ma vije an Itron en Kastel Brechou, e teue, eur wechig an amzer, betek ti Izabel. Eur gomz, eur gir eul lazig [1] da bep-hini, ha war he lerc’h eur skeudenn a frealzidigez, eur sklerijenn en denvalijenn an devejou.

  1. Lazig, caresse.