brec’h da c’hortoz he gwaz da zont d’ar porz. Gwelet-hi, azeet war eur vilienn, oc’h ober pecherou d’he mabig ; heman, gant e zaouarnigou, a grog en bronn e vamm, a laka he beg en e chinou, en eur c’hoarzin d’ei.
Homan all, kosoc’h he hini, a zo gantan o c’hoari, he dorn aketus a hench e gammajou kenta ; skuiz ar bugelig, hen lakaat a raio en he barlenn da barlochat.
Holl emaint o vesa o c’hrennarded, pôtred ha pôtrezed, pere a welit du-hont, war an drêzenn.
Ya zur, an hini an nevoa hadet pe blantet ar weenn dilh-ze, hep douetans ebet, ac’h aio, ma n’eman, war-eün d’ar Baradoz. Piou biskoaz a oa bet madelezusoc’h en kenver e c’henvroïz ?
An Iliz, an osteleri, leur dro ar weenn dilh : tri lec’h savet, dibabet, dre vennoz an Otrou Doue hag ar Werc’hez, evit laouenedigez hag evurusted Lokiregiz.
An Iliz, ti ar bedenn, hent ar silvidigez ; an iliz gant he Ele he zent hag he zentezed alaouret, lijennet e moged an ezans, sklent dindan zon kroz an ôgrou pe unvaniez dudius ar moueziou ; an iliz, levene an eneou santel liammet gant karante ar Werc’hez Vari, maget gant bennoziou o Salver.
An osteleri, ti ar gwin-ardant, lec’h karet gant ar wazed : dena, suna, eva a rênt en o gwerenn, mesket gant blaz an dour binniget-ze, ankounac’h o devejou dishegar, levene o buhe dister. Ar werennad kenta a domme d’ê o c’halon, a sklerae mammenn o lagad ; siouaz ! an eilved a lakae an tan da ruilha a-dreuz dre o gwazied, en o empenn an alter da vervi.
Ar weenn dilh, gweenn binniget, dindani ped rummad a dud o devoa leusket o sonjou da vale, da gerzat, da redek, da nijal a-dreuz broiou burzudus o c’hoantegez steuet gante war o spered, en o c’halon, evel ar gwiad kefnid war ar bod lann dindan glizenn lugernus eur vintinvez.
Laouenedigez dispar, a-viskoaz, ar bourkiz a oa bet eno en em unanet evit ren eur vuhe all, dishenvel, gweet gant eun neudenn, neudenn arc’hantet an hunvreou, hag an neudenn-ze an