holl Vretoned o deus hi kavet er c’havell, en pehini int bet luskellet gant kroz ar mor ha kanaouenn an aveliou.
Pegen uhel e savomp-ni, va Jezuz ! ha me war-lerc’h. Ho ! ho ! pell war-lerc’h ! etrezek petore bro ?… War an douar, pôtr koz, diskenn buan ha buan !…
Ar merc’hed ’ta a oa eno en de-se, brao ral, en disheol, oc’h ober stamm, o wriat, o kôzeal, o vesa o bugale. Izabel a oa chomet er gêr : redek a rê he lijou (liziou) ; he ôtre he devoa roet d’he bugale da vont da c’hoari gant ar re all, ha Bilzig, Madelen, Yannig ha Katellig, o fevar en trêz. Pôtred ha pôtrezed ar bourk holl emaint, war an drêzenn, o labourat, o c’houezi tre ma c’hallont, evit sevel tour pe gastell, sterna lestr pe vag a-rôk ar gourlenn.
Ar vugale eno a-viskoaz o devoa c’hoariet war an drêzenn-ze ; e-lec’h ma welet anê hirio o c’hoari, o zadou, o mammou eno a c’hoarias, hag o bugale war o lerc’h, ha bugale o bugale a heulio o skouer.
En de-se, rust ar mor, mareou bras anei, ar vugale ’ta a oa eno unanet’ a-rôk ar gourlenn, eur pennad mad a-rôk, ha paliou, marriou, pigellou da doulla, ha da sevel, da gempenn, da benta tier, touriou, bagou ha listri. Kalet eno e laboured, ive e ragached.
Sellit oute. Ha gwelet a rit-hu Jojo, ar Pôtr-Ru, Lellig an Touz, Fanch ar Peul, Bilzig hag e vreur, ha kalz a re all hag a anaveet, o palat, o pigellat, o vasonat ; hag ar merc’hed, ken trefuet all, a zikour o breudeur : klask, kavout, kerc’hat, dougen a reont ar vein evit sterna ha krenvaat al listri hag an tourellou.
Ar mor, e-barz ar porz, a sav, a c’houez ; en em astenn, en em leda a ra war an trêz, en-dro d’ei eur c’houriz wenn dantelezet, dantelezet gant ar wagennou pere en em blege, en em zisplege, a frege, a zifarlee, en eur diruilha o c’harlantezennou eonennus.
— Erru ar mor ! erru ar mor !
Hag ar vugale buan ha buan war o zouriou, en o bagou, en o zier. Ha skrijadennou !
— Erru ar mor !…