Savet en e zav, Jojo, gleb-dour-teil, ha da grial ha da youc’hal gant ar re all :
— Bilzig ! Zilzig ! bastard ! Kê da glask da dad beuet en stank ar Vilin-avel !
Bilzig ha Yannig hag o-daou d’ar gêr ; ar bôtred all d’o heul, a ambrouge anê a dôliou-mein :
— Bilzig ! Zilzig !
Ar mammou, gwelet gante ar gabailh, a zavas eus a-zindan o gweenn.
— Petra a zo c’hoarveet ?…
Kavet o deus ar Pôtr-Ru o tiwada, ha Jojo o tivera hag o-daou o vlejal. Trelatet pennou ar gwrage :
— Jezuz ! Mari ! Jozep ! eme mamm ar Pôtr-Ru.
Darbet eo bet d’ei sempla pa he deus bet gwelet he fôtr.
— Piou an neus grêt ze d’it ?
— Bil… Bil… Bilzig ! a hikas ar pôtr.
Ha bec’h war Bilzig… Ar vugale, hep ehani, a grie :
— Bilzig ! Zilzig !
Ar mammou en-dro d’ean :
— Mab gast ! Bastard fall a zo ac’hanout ! amprevan ! ne vefer ket evit da suja ?… ne vefer ket evit dont a-benn eus ar c’hanfard-man ?
Mamm ar Pôtr-Ru a roas d’ean eur skouarnad war eun tu, ha dizamant hini Jojo eur grabanad war an tu all.
Hag evel-se ar vugale hag o mammou, en eur grial, a zo bet aet da ambroug Bilzig ha Yannig betek toull dor Izabel.
Digemer mat a zo bet grêt d’an daou bôtr. Droug (ha ne oa ket hep abeg) er vamm dirak eun hevelep arvest, hag o daou o deus tapet bep a lardadenn !…
Nebeut goude, Madelen ha Katellig a erruas er gêr : an daou vreur o ouela azeet war an oaled.
— Penn-abeg nan int ket bet eus ar biladeg, mamm Izabel.
— Ma, gwaz a ze !… Ma karfent chom er gêr !…
Ne oa ket he c’homz ganti peurachuet, pa antreas en ti he amezeg nesa, Saïg Jelvest ; anaveout a ret anean.