koz, mous en bourz ar Gwennili, gwella ha brava bag a oa er porz. War ar mor !… Gonit a raio e vara, dom a raio d’e vamm evit delc’her he ziegez ha kempenn ar re vihan… Eun devez, marteze, ma ro Doue yec’hed d’ean da ren e vuhe a vartolod, ya, eun devez, Izabel ne ranko ken mont gant he bouteg eus an eil komanant d’eben, da werza he c’hregin.
Goude koan, lavaret ar pedennou, ar vugale a oa aet d’o gwele. Izabel a oa he-unanik, chomet he fenn entre he daouarn, azeet war an oaled.
Sioul, sioul, Bilzig a savas eus e wele, hag a deuas, diarc’hen, en korf e roched, da gaout e vamm. Krigi a eure en he dorn, ha goustadik, goustadik :
— Mamm Izabel ! mamm Izabel !
— Petra, va fôtr ?… petra ?
Ha Bilzig, stouet war e zaoulin, a soublas e benn war he barlenn, dourek ar pôtr a ouele, ha dre e zaerou :
— Mamm Izabel, trugare ! trugare, mamm Izabel !
— Doue d’az pinnigo, va mabig karanteus !… Doue d’az pinnigo !… he dorn war benn he fôtr.
He fôtr ?… Mab he gwad ne oa ket, mab he zristidigez, mab ive he c’harante.
Na gir ken n’o deus rannet.
Bilzig a deuas d’e wele. Disankeniet, ar pôtr a gouskas evurus beteg ar beure. Izabel ne gouskas ket nemeur, evurus evelkent, ar paour kêz plac’h. Biskoâz kemend-all : sklerijennet he holl buhe, gouzanvet ganti gwalc’h he c’halon, levene he oberou, laouenedigez he blâvejou a boan, a zisplijadur hag a zienez. Eur bugelig he devoa maget karanteus hag anaoudek ; ar c’hreunenn hadet en kalon ar pôtr kellidet eo, diwana a raio nerzus (hen goût a ra breman !) ; hi a zavo war he c’horzenn :
|