Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/23

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


UR GIR WAR IEZ AR VRETONED


————


Mad eo lâret aman un dra bennag diwar-benn ar Brezonek, iez ar Vretoned, pehini a zo ken dishenvel euz ar Gallek.

En un amzer pell-braz, pelloc’h eget ann amzerio a bere a komz d’imp al levrio kosa, — e teuaz euz ann Azi en Urop ur bagad poblou, tud pere na gomzent nemet un hevelep iez. Met ur pennad amzer goude a em ranjont en ter lodenn, hag evel ma vewent pell ann eil euz eben, e teujont da gomz tri iez pere, gant ann amzer, a deuaz da veza dishenvel braz ann eil euz egile. Ar bagad-se a zo hanvet gant ann dud gwiziek-kaer ar bagad (le groupe) Greco-Italo-Celtique. Ann tri hano-se a ro d’ehoc’h da anavezoud petra a c’hoarvezo diwezatoc’h. Al lodenn euz ar Greco-Italo-Kelted a chomaz er broio tu ar sav-heol hag ar c’hreiz-de euz ann Urop, a reaz ar vrouienn (race, racine) Grek, a behini ar iez a zo bet komzet ha skrivet gant ar barzed (poëtes), ar brezegerienn (les orateurs), ann historianed hag ar filosofed kôsa euz ann Urop.

Un darn all a chomaz en kreiz ann Itali, hag na reaz ket a vrud kaer er bed, ken a oe pell-amzer goude. Hogen un dez a teuaz da drec’hi war he amezeienn, hag a komerraz dre nerz ho douaro, ha dre ma kreske he galloud, e kase en holl vroio tu ar c’hreiz-dez euz ann Urop ar iez a gomze, al Latinn, pehini a deuaz evel-se da veza mamm ar Gallek, ar Spagnol, ar Portugais, ann Italian, ar Valak , hag un niver braz a iezo disteroc’h hanvet en gallek patois. Ar skour (la branche) Keltik euz ar wezenn vraz-se, pehini a oa he zroad en Azi, evel hon eûz lâret huelloc’h, a dalc’h en histoar ul lec’h (une place) bihanoc’h eget ann daou all. Ha koulzgoude ez oa a galz ar muia talvouduz, pa weler ann niver braz a vroio a dalc’haz en amzerio kenta ar vrouienn (la