Pajenn:Almanak Breiz Izel (1872).djvu/24

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —

race) Keltik. Ar vrouienn Keltik a astennaz he skourio war Allmagn ar c’hreiz-de hag ann hanter-noz, war ann Itali, war ar Gaul, da lâret eo Bro-C’hall, hirie ; war ann enezenno hanvet Britannik, pere a zo breman d’ar Saozon, ha war ul lodenn vraz euz ar Spagn.

Daouest da c’honido (victoires) braz, ha da veli (domination) paduz ar Romaned hag ar Germaned, arouezou, roudou (des traces) euz oberou ha skiant ar C’helted a zo skuiet, sklabeet (répandues) dre-holl er broio hanwet huelloc’h. Un niver braz a hanoio kêrio, en Autrich, er Spagn, en Bro-Saoz, en Itali, a diskouez c’hoaz sklêr, ewit-hê da veza troet (altérés) gant ann amzer, arouezou (des marques) eaz da anaout euz ar iez komzet gant ar C’helted. Ar iez-se a zo marw hirie, rag dies braz a ve hi lakaad a newez en he fez (la reconstituer) gant ann tammo dastumet aman ha duhont gant ann dud gwiziek. Hogen iezo all ganet euz ar C’heltik, (evel ma ’z eo ganet ar Gallek hag ann Italian euz all Latinn), a zo c’hoaz en buhe d’hon amzer.

Ar C’heltik a oe rannet en diou lodenn, hanvet dialectes en Gallek. Ann dialect Gaulois, ar muia talvouduz ; a oa komzet er Gaul, da lâret eo Bro-C’hall , en Bro-Saoz, er Spagn, en Itali, hag en tu ar c’hreiz-de euz ann Allmagn. Ann dialect Irlandais a oa da genta komzet en Irland, hep-ken. Euz ann Irlandais koz ez eo ganet ann Irlandais nevez, hag ar Gaëlik, komzet er Skoss (Ecosse) ; eus ar Gaulois ez eo ganet ar Brezonek, iez hon bro Breiz-Izel, hag ar Gallois, komzet c’hoaz gant breudeur hon eûz en tu-all d’ar mor, en Bro-Saoz.

Ar Brezonek a zo, hervez he grammaire, ur iez Keltik. Gwir eo e d-eûz komerret kalz a c’hirio latinn ha gallek, hag evel-se ez eo c’hoarveet ive gant iez ar Saozon ; ha koulzgoude iez ar Saozon, daouest d’ann niver braz a c’hiriou e d-eûz komerret euz